D'ar bloaz kentañ eus Kiruz roue Persia, evit ma vefe sevenet komz an AOTROU lavaret dre Jeremiaz, an AOTROU a zihunas spered Kiruz roue Persia, a reas embann en e holl rouantelezh, ha zoken dre skrid, un urzh a lavare:
Evel-henn e komz Kiruz roue Persia: An AOTROU, Doue an neñvoù, en deus roet din holl rouantelezhioù an douar, hag eñ e-unan en deus gourc'hemennet din sevel un ti dezhañ e Jeruzalem a zo e Juda. Piv ac'hanoc'h a zo eus e bobl? Ra vo e Zoue gantañ, ha ra bigno!
D'an trede bloaz eus Kiruz roue Persia, ur gomz a voe diskuliet da Zaniel, a oa anvet Beltshazar. Ar gomz-se a zo gwirion, kemenn a ra ur stourm bras. Hag e komprenas ar gomz, hag ec'h intentas ar weledigezh.
Eus va ferzh ez eo roet an urzh-mañ: Pep den, a bep pobl, broad, yezh, hag a gomzo fall diwar-benn Doue Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, a vo lakaet a-dammoù hag e di a vo lakaet da vezañ ur bern lastez, rak n'eus doue all ebet a c'hellfe dieubiñ eveltañ.