Met an AOTROU eo Doue ar wirionez, an Doue bev hag ar Roue peurbadus. An douar a gren dirak e gounnar, hag ar broadoù ne c'hellont ket gouzañv e zroug.
En amzer ar rouaned-se, Doue an neñvoù a savo ur rouantelezh na vo biken distrujet. Ar rouantelezh-mañ ne dremeno ket da ur bobl all, hag e vruzuno hag e kaso da netra an holl rouantelezhioù-se, hag hi hec'h-unan a bado da viken,
Met e diwezh an deizioù-se, me Nebukadnezar a savas va daoulagad war-zu an neñv, va skiant-vat a zistroas din, hag e vennigis an Uhel-Meurbet, hag e veulis anezhañ, ha rois gloar d'an Hini a vev da viken hag a zo e riegezh ur riegezh peurbadus, hag a bad e rouantelezh a oad da oad.
Dirazañ holl annezidi an douar a zo kontet evel netra, ober a ra evel ma plij dezhañ, ken gant arme an neñvoù, ken gant annezidi an douar, ha n'eus den hag a c'hellfe herzel ouzh e zorn ha lavarout dezhañ: Petra ac'h eus graet?
Hag evel ma tostae ouzh ar foz, e c'halvas Daniel gant ur vouezh trist. Ar roue a gomzas, o lavarout da Zaniel: Daniel, servijer an Doue bev, da Zoue a servijez hep paouez, ha gellet en deus da zieubiñ eus al leoned?
David a gomzas gant an dud a oa gantañ hag a lavaras: Petra vo graet d'an den a lazho ar Filistin-se hag a lamo an dismegañs diwar Israel? Rak piv eo ar Filistin-se, an diamdroc'h-se, evit dismegañsiñ armeoù an Doue bev?