Pa voe anavezet komz hag urzh ar roue, ha ma voe dastumet un niver bras a verc'hed e Suza ar gêrbenn dindan evezh Hegai, Ester a voe degaset da di ar roue dindan evezh Hegai, diwaller ar gwragez.
Ar rederien a hastas buan war c'hourc'hemenn ar roue, hag an urzh a voe ivez embannet e Suza ar gêrbenn. E-pad ma oa ar roue hag Haman azezet da evañ, kêr Suza a oa mantret.
Mardoke a zeuas a-zirak ar roue, gant dilhad roueel limestra ha gwenn, ur gurunenn vras a aour, hag ur vantell a lin fin ha tane. Kêr Suza a laoske youc'hadennoù hag a laouenae.
Ar Yuzevien a oa e Suza en em zastumas c'hoazh d'ar pevarzekvet deiz eus miz Adar, hag e lazhjont e Suza tri c'hant den. Met ne lakajont ket o daouarn d'ar breizhadeg.
En deiz-se ec'h astenno an AOTROU e zorn c'hoazh, evit un eil gwech, da zasprenañ an nemorant eus e bobl, ar re a vo bet manet en Asiria, en Ejipt, e Patroz, e Kush, e Persia, e Shinear, en Hamad, hag en inizi ar mor.
Ur weledigezh euzhus a zo bet disklêriet din. An toueller a douell, an distrujer a zistruj. Pign, o Elam! Seziz, o Media! Me a laka da baouez an holl hirvoudoù.
D'an tregontvet bloaz, d'ar pevare miz, d'ar pempvet eus ar miz, pa en em gaven e-touez ar re zalc'het tost da stêr Kebar, e tigoras an neñvoù hag e welis gweledigezhioù a-berzh Doue.
Eno emañ Elam, hag e holl engroez en-dro d'e vez. Holl int bet lazhet, diskaret gant ar c'hleze, diskennet int diamdroc'h da zonderioù an douar, int hag a skuilhe ar spont war zouar ar re vev, douget o deus o dismegañs gant ar re a ziskenn d'ar poull.
Hag e savis va daoulagad hag e sellis, ha setu un tourz en em zalc'he dirak ar stêr, ha daou gorn en doa, kerniel uhel, met unan a oa uheloc'h eget egile, hag an uhelañ a oa savet da ziwezhañ.
Lavarout a reas: Selaouit mat va c'homzoù: Ma'z eus ur profed en ho touez, me an AOTROU en em roio da anavezout dezhañ dre weledigezh ha me a gomzo outañ dre huñvre.
Evel-se e welis ar c’hezeg er weledigezh, hag ar re a oa azezet warno o doa hobregonoù a liv tan, pour-bran ha soufr. Pennoù ar c’hezeg a oa evel pennoù leoned, hag eus o genoù e teue tan, moged ha soufr.