Elizea a bedas hag a lavaras: AOTROU, plij ganit digeriñ e zaoulagad, ma welo. An AOTROU a zigoras daoulagad ar servijer, hag e welas: setu, ar menez a oa leun a gezeg hag a girri tan en-dro da Elizea.
Koulskoude lezit en douar ar c'hef gant ar gwrizioù, met gant ur chadenn houarn hag arem, e-touez geot ar parkeier. Ra vo glebiet gant glizh an neñv, ha ra en devo e lod eus geot an douar gant al loened.
Dirazañ holl annezidi an douar a zo kontet evel netra, ober a ra evel ma plij dezhañ, ken gant arme an neñvoù, ken gant annezidi an douar, ha n'eus den hag a c'hellfe herzel ouzh e zorn ha lavarout dezhañ: Petra ac'h eus graet?
Adsevel a ra ar paour eus ar poultr, tennañ a ra an ezhommeg diwar an teil, evit e lakaat da azezañ gant ar briñsed, hag e ro dezo da hêrezh un tron a c'hloar. Rak peulioù an douar a zo d'an AOTROU , ha lakaet en deus warno ar bed.