Hag e lavaras: Ha gouzout a rez perak ez on deuet betek ennout? Ha bremañ e tistroan da stourm ouzh penn Persia. Hag ez in kuit, ha setu penn Javan a zeuio.
Lakaet en deus etre da zaouarn mibien an dud, loened ar parkeier, ha laboused an neñvoù e pep lec'h ma'z emaint o chom, ha graet en deus dit ren warno. Te eo ar penn en aour.
Hag e vo ur bedervet rouantelezh, kreñv evel houarn. An houarn a laka a-dammoù hag a vruzun pep tra, hag evel ma freuz pep tra, hi a lakaio a-dammoù hag a freuzo.
Hag e lavaras din: Ar pevare loen a zo ur bedervet rouantelezh war an douar, a vo disheñvel diouzh an holl rouantelezhioù, hag e tebro an douar holl, hag e voustro hag e vruzuno anezhañ.