Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Daniel 2:38 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

38 Lakaet en deus etre da zaouarn mibien an dud, loened ar parkeier, ha laboused an neñvoù e pep lec'h ma'z emaint o chom, ha graet en deus dit ren warno. Te eo ar penn en aour.

Ver Capítulo Copiar




Daniel 2:38
10 Referencias Cruzadas  

Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se, pa oa Nebukadnezar roue Babilon, gant e holl arme, gant holl rouantelezhioù an douar renet dre e zorn, gant an holl bobloù, oc'h ober brezel a-enep Jeruzalem hag a-enep hec'h holl gêrioù:


An AOTROU a lakaas etre e zaouarn Jojakim roue Juda ha darn eus listri ti Doue, a gasas da vro Shinear, da di e zoue. Lakaat a reas al listri-mañ e ti teñzor e zoue.


Penn an delwenn a oa en aour glan, he bruched hag he divrec'h en arc'hant, he c'hof hag he divorzhed en arem,


War da lerc'h e savo ur rouantelezh all bihanoc'h egedout, ha goude un deirvet rouantelezh a vo en arem hag a reno war an douar holl.


Setu an huñvre am eus gwelet, me ar roue Nebukadnezar. Te Beltshazar, lavar e zisklêriadenn, rak ne c'hell hini ebet eus re fur va rouantelezh he reiñ din. Met te a c'hell, rak emañ spered an doueoù santel ennout.


O roue, roet en doa an Doue Uhel-Meurbet da Nebukadnezar da dad ar rouantelezh, ar veurdez, ar c'hloar hag an enor.


An hini kentañ a oa evel ul leon hag en doa divaskell un erer. Sellout a ris betek ma voe tennet e zivaskell digantañ, ha ma voe savet al loen diwar an douar ha lakaet war e dreid evel un den, hag ur galon den a voe roet dezhañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos