Daniel 2:40 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
40 Hag e vo ur bedervet rouantelezh, kreñv evel houarn. An houarn a laka a-dammoù hag a vruzun pep tra, hag evel ma freuz pep tra, hi a lakaio a-dammoù hag a freuzo.
Hag evel ma ec'h eus gwelet an treid hag ar bizied lod e pri ha lod en houarn, honnezh a vo ur rouantelezh lodennet. Met bez' e vo enni nerzh an houarn, rak ec'h eus gwelet houarn mesket gant pri.
Goude-se e sellis em gweledigezhioù noz, ha setu ur pevare loen, euzhus, spontus ha kreñv-meurbet. Dent bras en houarn en doa, debriñ a rae, hag e vruzune hag e vac'he gant e dreid ar pezh a vane. Disheñvel e oa diouzh an holl loened a oa bet diagent, ha dek korn en doa.
E c'halloud a gresko, met ne vo ket dre e c'halloud dezhañ e-unan. Hag e tistrujo dreistmuzul, hag e raio berzh, hag e kaso da benn, hag e tistrujo ar c'halloudeien ha pobl ar sent.
Goude an div sizhun ha tri-ugent, ar Mesiaz a vo lamet, met ne vo ket evitañ e-unan. Distrujet e vo kêr hag ar santual gant pobl ur mestr a zeuio, hag he diwezh a c'hoarvezo gant ul liñvadenn; ar glac'haroù a zo merket betek dibenn ar brezel.
Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Damask, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus gwasket Galaad gant ogedoù houarn.