Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Daniel 10:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 hag e savis va daoulagad hag e sellis, ha setu un den gwisket gant lin, e zivgroazell gourizet gant aour Ufaz.

Ver Capítulo Copiar




Daniel 10:5
9 Referencias Cruzadas  

Ar reizhder a vo gouriz e zivgroazell, hag ar fealded gouriz e zaougostez.


Arc'hant plaket degaset eus Tarsiz, hag aour eus Ufaz, a zo lakaet gant ur c'hizeller ha daouarn un orfebour. Al limestra hag an tane eo o dilhad. Holl int oberennoù tud ijinus.


Setu c'hwec'h den a zeuas dre hent an nor uhelañ troet etrezek an hanternoz, pep hini gant e venveg-distrujañ en e zorn. En o zouez e oa un den gwisket gant lin, o tougen ur pod-liv skriver en e c'houriz. Mont a rejont e-barzh hag en em zalc'hjont e-kichen an aoter arem.


E-pad an noz em boe ur weledigezh. Ha setu, e oa un den pignet war ur marc'h rous, hag en em zalc'he e-touez ar gwez-meurta a oa er foñs; war e lerc'h e oa kezeg rous, brizhek ha gwenn.


Dalc’hit start eta, ho tivgroazell gourizet gant ar wirionez, gwiskit sae-houarn ar reizhder,


Hag e c’hoarvezas, evel ma oa Jozue e-kichen Jeriko, ma savas e zaoulagad ha ma sellas, ha setu: un den en em zalc'he en e sav dirazañ, e gleze dic'houinet en e zorn. Jozue a yeas d'e gavout hag a lavaras: Eus hor re ez out, pe eus hon enebourien?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos