Chom a ra war c'hed el lec'hioù kuzhet evel ul leon en e doull, chom a ra war c'hed evit tapout an hini dinerzh, o tennañ anezhañ en e roued.
Daniel 6:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Holl vinistred da rouantelezh, ar brefeded, ar satraped, ar guzulierien hag ar c'houarnourien a zo ali ma vefe roet un urzh roueel hag un difenn strizh, penaos kement hini a raio ur bedenn da un doue pe un den bennak, e-pad tregont devezh, nemet ouzhit o roue, a vo taolet e foz al leoned. |
Chom a ra war c'hed el lec'hioù kuzhet evel ul leon en e doull, chom a ra war c'hed evit tapout an hini dinerzh, o tennañ anezhañ en e roued.
Rouaned an douar a zo en em savet, hag ar briñsed a zo en em zastumet a-gevret, a-enep an AOTROU hag a-enep e Olevad.
Hep ma vefe fallentez ennon, e redont hag en em gempennont. Dihun da zont da'm sikour ha sell.
Betek pegoulz en em daolot war un den, evit e zistrujañ holl asambles, evel ur voger gosteziet, evel ur c'hleuz brañsellet?
Deuit, emezo, lakaomp anezho da vont da get a-douez ar pobloù, ha ra ne vo komzet ken eus anv Israel.
Ar Galdeiz a lavaras d'ar roue en aramaeg: O roue, ra vevi da viken! Lavar an huñvre da'z servijerien, hag e tiskuilhimp dit an disklêriadenn.
Ar roue Nebukadnezar a gasas evit dastum ar satraped, ar brefeded, ar c'houarnourien, ar guzulierien, an deñzorerien, ar varnerien, al lezennourien, hag holl bennoù-bras ar proviñsoù, evit ma teufent da zedi an delwenn en doa savet ar roue Nebukadnezar.
Ar satraped, ar brefeded, ar c'houarnourien ha kuzulerien ar roue en em zastumas hag a welas n'en doa bet galloud ebet an tan war gorfoù an dud-se, ne oa devet blevenn ebet eus o fenn, ne oa ket kemmet o brageier, ha n'en doa ket intret enno c'hwezh an tan.
Ha piv bennak na stouo ket ha n'azeulo ket, a vo raktal taolet en ur fornez-dan grizias.
Neuze ar roue a c'hourc'hemennas degas Daniel hag e deurel e foz al leoned. Ar roue a gomzas, o lavarout da Zaniel: Ra zieubo ac'hanout an Doue a servijez hep paouez.
Va Doue en deus kaset e ael, en deus serret genoù al leoned, ha n'o deus graet poan ebet din, rak on bet kavet didamall dirazañ. Ha dirazout ivez, o roue, ne'm eus graet droug ebet.
Va fobl, az pez soñj eta eus ar pezh a c'hoantaas Balag roue Moab, hag ar pezh a respontas dezhañ Balaam mab Beor, hag ar pezh am eus graet a-dal Sitim betek Gilgal, evit ma'c'h anavezi oberoù reizh an AOTROU.
Al leon a ziframme evit e re vihan, tagañ a rae evit e leonezed, leuniañ a rae a breizhoù e doulloù, hag a gorfoù drailhet e gavarnioù.
Ar farizianed, o vezañ aet er-maez, a zalc’has raktal kuzul a-enep dezhañ evit e lakaat da vervel.
hag en em guzuilhjont evit gouzout penaos kregiñ e Jezuz dre droidell hag e lakaat d’ar marv.
Kerkent ha ma voe deuet ar mintin, ar veleien vras, gant an henaourien, ar skribed hag ar sanedrin a-bezh, en em guzulias asambles, a zegasas Jezuz ereet hag en lakajont etre daouarn Pilat.