Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 12:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Ar farizianed, o vezañ aet er-maez, a zalc’has raktal kuzul a-enep dezhañ evit e lakaat da vervel.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Var gement‐man ar Farizianed, o veza eat er meaz, en em guzuliaz evit gouzout penaos e rajent da goll anezhan.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

14 Nezé er Pharisiénèd e yas quit hag en hum guhulias inemp t’hou, aveid gout penaus en collein e rehènt.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 12:14
15 Referencias Cruzadas  

hag en em guzuilhjont evit gouzout penaos kregiñ e Jezuz dre droidell hag e lakaat d’ar marv.


Pa voe deuet ar mintin, an holl veleien vras hag henaourien ar bobl en em guzulias a-enep Jezuz evit e lakaat d’ar marv.


Gouel ar Pask hag ar bara hep goell a dlee bezañ daou zevezh goude. Ar veleien vras hag ar skribed a glaske an doare da gregiñ ennañ dre droidell ha d’e lakaat d’ar marv.


Ar farizianed, o vezañ aet er-maez, a zalc’has raktal kuzul gant an herodianed a-enep dezhañ evit e lakaat da vervel.


Ar veleien vras hag ar skribed a glaske an doare da lakaat Jezuz d’ar marv, rak doujañ a raent ar bobl.


Int a voe leuniet a fulor hag en em guzuilhjont war ar pezh a c’helljent ober da Jezuz.


Neuze ar Yuzevien a gemeras a-nevez mein evit e veinata.


Neuze e klaskjont c’hoazh kregiñ ennañ, met en em dennas eus o daouarn.


Adalek an deiz-se en em guzuilhjont evit e lakaat d’ar marv.


Ar veleien vras hag ar farizianed o doa roet urzh, ma ouije unan bennak pelec’h e oa, en lavarje, evit ma krogjed ennañ.


Dre-se ar Yuzevien a glaskas c’hoazh muioc’h e lakaat d’ar marv, nann hepken dre ma torre ar sabad, met c’hoazh abalamour ma c’halve Doue e Dad e-unan, oc’h en em ober e-unan kevatal da Zoue.


Klask a raent kregiñ ennañ, koulskoude den ne lakaas e zorn warnañ, rak ne oa ket c’hoazh deuet e eur.


Ar farizianed a glevas ar bobl o lavarout kement-se diwar e benn. Ar veleien vras hag ar farizianed a gasjont serjanted evit kregiñ ennañ.


Hag ur re bennak anezho a c’hoantaas kregiñ ennañ, met den ne lakaas e zaouarn warnañ.


Neuze e kemerjont mein evit o zeurel gantañ, met Jezuz en em guzhas hag a yeas er-maez eus an templ o tremen dre o c’hreiz, hag evel-se ez eas kuit.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos