Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Daniel 6:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Va Doue en deus kaset e ael, en deus serret genoù al leoned, ha n'o deus graet poan ebet din, rak on bet kavet didamall dirazañ. Ha dirazout ivez, o roue, ne'm eus graet droug ebet.

Ver Capítulo Copiar




Daniel 6:22
37 Referencias Cruzadas  

Rak a-dra-sur, me a zo bet laeret eus bro an Hebreed, hag amañ kennebeut ne'm eus graet netra evit bezañ lakaet en toull-mañ.


em estrenvan em eus aspedet an AOTROU ha kriet da'm Doue. Eus e balez en deus klevet va mouezh, hag aet eo va c'hriadenn betek e zivskouarn.


Mont a reas hag e kavas ar c'horf astennet war an hent, hag an azen hag al leon en em zalc'he e-kichen ar c'horf. Al leon n'en doa ket debret ar c'horf na diframmet an azen.


An AOTROU a gasas un ael a lazhas an holl vrezelourien galonek, ar pennoù hag an ofiserien a oa e kamp roue Asiria, en doare ma tistroas mezhek d'e vro. Hag ez eas da di e zoue, hag ar re a oa deuet eus e vouzelloù a lakaas anezhañ da gouezhañ eno dre ar c'hleze.


Te eo va Doue, me az meulo. Va Doue, da uhelaat a rin.


Gwalc'hiñ a ran va daouarn en dinammded, hag e ran an dro da'z aoter, o AOTROU,


Rak e klevan komzoù kuzhet kalz a dud. Emañ ar spont a bep tu, en em guzuliañ a reont a-unvan em enep, irienniñ a reont evit lemel va buhez diganin.


An den glac'haret-se en deus kriet, an AOTROU en deus e selaouet hag e zieubet eus e holl enkrezioù.


Rentañ a reont din an droug evit ar mad. Va enebourien int dre ma en em stagan d'ar mad.


Rak un devezh ez leurioù a zo gwelloc'h eget mil e lec'h all. Gwelloc'h eo din en em zerc'hel war dreuzoù ti va Doue, eget bezañ o chom e teltennoù ar re zrouk,


Lavarit: Eürus ar re reizh! Dre ma tebrint frouezh o oberoù.


En o holl enkrezioù eo bet enkrezet, ael e zremm en deus o dieubet, eñ e-unan en deus o dasprenet en e garantez hag en e drugarez, o harpet en deus, o douget en deus en deizioù a wechall.


Jeremiaz a lavaras d'ar roue Sedesia: E petra em eus pec'het a-enep dit, a-enep da servijerien hag a-enep ar bobl-mañ, evit va lakaat en toull-bac'h?


Nebukadnezar a gomzas o lavarout: Benniget ra vo Doue Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, en deus kaset e ael ha dieubet e servijerien o doa fiziet ennañ, o doa torret urzh ar roue ha kinniget o c'horfoù, evit chom hep servijañ hag azeuliñ doue all ebet nemet o Doue!


Hag evel ma tostae ouzh ar foz, e c'halvas Daniel gant ur vouezh trist. Ar roue a gomzas, o lavarout da Zaniel: Daniel, servijer an Doue bev, da Zoue a servijez hep paouez, ha gellet en deus da zieubiñ eus al leoned?


Neuze ar roue a voe leuniet a levenez, hag e c'hourc'hemennas ma vefe tennet Daniel eus ar foz. Daniel a voe eta tennet er-maez eus ar foz, ha ne voe kavet gouli ebet warnañ, rak kredet en doa en e Zoue.


Neuze ar vinistred hag ar satraped a glaskas an tu dereat da damall Daniel diwar-benn aferioù ar rouantelezh. Met ne c'hellent kavout tu ebet na fazi ebet, rak feal e oa. Ha ne veze kavet ennañ na mank na fazi.


Holl vinistred da rouantelezh, ar brefeded, ar satraped, ar guzulierien hag ar c'houarnourien a zo ali ma vefe roet un urzh roueel hag un difenn strizh, penaos kement hini a raio ur bedenn da un doue pe un den bennak, e-pad tregont devezh, nemet ouzhit o roue, a vo taolet e foz al leoned.


Met me a sello etrezek an AOTROU, fiziout a rin e Doue va silvidigezh. Va Doue am selaouo!


Kriet hon eus d'an AOTROU ha klevet en deus hor mouezh. Kaset en deus un ael ha lakaet en deus ac'hanomp da vont kuit eus an Ejipt. Setu, emaomp e Kadesh, kêr e penn da harzoù.


War-dro an navet eur, Jezuz a grias gant ur vouezh kreñv, o lavarout: Eli, Eli, lama sabaktani? Da lavarout eo: Va Doue, va Doue, perak ec’h eus va dilezet?


O vezañ distroet ennañ e-unan, Pêr a lavaras: Bremañ ec’h ouzon e gwirionez en deus an Aotrou degaset e ael hag en deus va zennet eus dorn Herodez hag eus kement a c’hortoze ar bobl yuzev.


Abalamour da gement-se eo e labouran evit kaout atav ur goustiañs divlam dirak Doue ha dirak an dud.


Rak un ael a-berzh an Doue ez on dezhañ hag emaon o servijañ a zo en em ziskouezet din en noz-mañ


Rak ar pezh a ra hor gloar eo en testeni-mañ eus hor c’houstiañs penaos omp en em renet er bed, ha dreist-holl en ho keñver, gant eeunder ha gwirionded dirak Doue, nann gant ur furnez kigel, met gant gras Doue.


Met an Aotrou a zo en em zalc’het tost din hag en deus va c’hreñvaet, ken ma em eus prezeget gant nerzh hag an holl baganed o deus klevet. Ha dieubet on bet eus genoù al leon.


Ha n’int ket holl speredoù o vinistrañ, kaset da seveniñ ur servij e-keñver a re a dle kaout ar silvidigezh da hêrezh?


dre ar feiz o deus trec’het rouantelezhioù, o deus embreget ar reizhder, o deus resevet ar madoù prometet, o deus serret genoù al leoned,


David a lavaras c'hoazh: An AOTROU hag en deus va dieubet eus pav al leon hag eus pav an arzh, am dieubo eus dorn ar Filistin-se. Neuze Saül a lavaras da Zavid: Kae, ha ra vo an AOTROU ganit.


Hag e lavaras: Perak e red va aotrou war-lerc'h e servijer? Petra am eus graet? Peseurt fallentez a zo em daouarn?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos