Selaou goulenn da servijer ha da bobl Israel pa bedint el lec'h-mañ, selaou anezho eus an neñvoù, eus al lec'h emaout o chom, selaou ha pardon!
Daniel 6:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa ouezas Daniel e oa sinet ar skrid, ez eas d'e di. E brenestroù a oa digor en e gambr etrezek Jeruzalem, hag e taouline teir gwech bemdez, hag e pede hag e veule e Zoue, evel m'en deveze graet diagent. |
Selaou goulenn da servijer ha da bobl Israel pa bedint el lec'h-mañ, selaou anezho eus an neñvoù, eus al lec'h emaout o chom, selaou ha pardon!
mar gra unan bennak pe da holl bobl Israel ur bedenn bennak pe ur goulenn bennak, mar anzav pep hini gouli e galon hag ec'h astenn e zaouarn etrezek an ti-mañ,
Pa'z aio da bobl er-maez d'ar brezel a-enep hec'h enebour, dre an hent ma ez po kaset anezho, mar pedont an AOTROU o sellout etrezek ar gêr-mañ ac'h eus dibabet, hag etrezek an ti-mañ am eus savet da'z anv,
P'en doe echuet Salomon d'ober ar bedenn-se hag ar goulenn-se ouzh an AOTROU, e savas a-zirak aoter an AOTROU, e-lec'h ma oa daoulinet, hag e zaouarn astennet war-zu an neñvoù,
Rak Salomon en doa graet ur savenn en arem, en doa lakaet e-kreiz al leurenn; he hirder a oa pemp ilinad, he ledander pemp ilinad, hec'h uhelder tri ilinad. Hag en em zalc'has warni, hag e taoulinas a-dal da holl vodadenn Israel, hag ec'h astennas e zaouarn etrezek an neñvoù,
mar distroont da'z kavout a-greiz o holl galon hag o holl ene e bro o harlu ma vint harluet enni, mar pedont o sellout etrezek o bro ac'h eus roet d'o zadoù, etrezek ar gêr-mañ ac'h eus dibabet, hag etrezek an ti-mañ am eus savet da'z anv,
Hag en amzer donezonoù an abardaez e savis eus va glac'har gant va dilhad ha va mantell roget, e stouis war va daoulin, e savis va daouarn war-zu an AOTROU va Doue,
Hag e lavaris: Un den eveldon, ha tec'hout a rafe? Peseurt den eveldon a c'hellfe mont en templ ha bevañ? Ned in ket ennañ.
Salm David. Pa varvouzas an diskiant dirak Abimelek, ha penaos, kaset gantañ, ez eas kuit.
Lakaat a ri da vervel ar re a lavar ar gaou; an AOTROU en deus euzh ouzh an den gwadsec'hedik ha faotus.
Neuze e respontjont, o lavarout d'ar roue: Daniel, unan a-douez mibien harluet Juda, ne ra van ebet ouzhit, o roue, nag ouzh an difenn ac'h eus sinet, met e bedenn a ra teir gwech bemdez.
Hag e pedis an AOTROU va Doue, hag e ris va c'hofez o lavarout: A! Aotrou Doue bras ha spontus, a vir an emglev hag an drugarez e-keñver ar re a gar ac'hanout hag a vir da c'hourc'hemennoù,
Va zaolet ec'h eus en donder, e kalon ar mor, an doureier o deus va c'helc'hiet, da holl donnoù ha da holl wagennoù o deus tremenet dreiston.
Mar deu unan bennak da’m c’havout ha ne gasa ket e dad, e vamm, e wreg, e vugale, e vreudeur, e c’hoarezed, ha muioc’h c’hoazh e vuhez hec’h-unan, ne c’hell ket bezañ va diskibl.
An deiz war-lerc’h, evel ma oant en hent ha ma tostaent ouzh kêr, Pêr a bignas war leurdoenn an ti, war-dro ar c’hwec’hvet eur, da bediñ.
Met n’en em lakaan e poan eus netra ha va buhez n’eo ket prizius din, gant ma peurechuin gant levenez va redadenn hag ar ministrerezh am eus resevet digant an Aotrou Jezuz evit prezeg an Aviel eus gras Doue.
Met an devezhioù-se o vezañ tremenet ez ejomp kuit hag ec’h ambrougjont ac’hanomp holl gant o gwragez hag o bugale betek er-maez eus kêr. O vezañ daoulinet war an aod, hon eus pedet.
Ha bremañ, Aotrou, sell ouzh o gourdrouzoù ha ro da’z servijerien ar galloud da zisklêriañ da c’her gant ur wir hardizhegezh,
It, en em zalc’hit e-barzh an templ ha disklêriit d’ar bobl holl c’herioù ar vuhez-mañ.
O vezañ daoulinet, e krias gant ur vouezh kreñv: Aotrou, na laka ket ar pec’hed-mañ warno! O vezañ lavaret kement-se, e chomas kousket.
Pêr, o vezañ kaset an holl er-maez, en em lakaas war e zaoulin hag a bedas. Hag, o treiñ etrezek ar c’horf, e lavaras: Tabita, sav! Hi a zigoras he daoulagad hag, o vezañ gwelet Pêr, ec’h azezas.
hag an darn vrasañ eus ar vreudeur en Aotrou, o kemer kalon em ereoù, a gred disklêriañ ar ger gant muioc’h a hardizhegezh hag hep aon.
hervez va gortoz start ha va esperañs, penaos ne’m bo mezhegezh e netra, met penaos en holl fiziañs e vo rentet gloar da Grist em c’horf c’hoazh bremañ evel bepred, pe dre va buhez pe dre va marv.
Na vezit nec’het gant netra, met en holl lec’hioù lakait ho koulennoù dirak Doue dre bedennoù hag aspedennoù gant trugarez,
Petra bennak ma reot, dre gomz pe dre ober, grit holl en anv an Aotrou Jezuz, o trugarekaat drezañ Doue an Tad.
Neuze drezañ, kinnigomp hep paouez da Zoue un aberzh a veuleudi, da lavarout eo frouezh ar muzelloù a anzav e anv.
Tostaomp eta gant fiziañs ouzh tron ar c’hras, evit kaout trugarez ha kavout gras, hag evit bezañ sikouret en amzer dereat.
Na’z pez ket aon rak netra eus an traoù az po da c’houzañv. Setu, an diaoul a ya da deurel hiniennoù ac’hanoc’h er prizon evit ma viot amprouet, hag ho po un trubuilh e-pad dek devezh. Bez feal betek ar marv, hag e roin dit ar gurunenn a vuhez.
Anavezout a ran da oberoù, e pelec’h e chomez, e-lec’h ma emañ tron Satan. Hag e talc’hez va anv ha ne’c’h eus ket nac’het va feiz, zoken en deizioù ma’z eo bet lakaet d’ar marv Antipaz, va merzher feal, en ho touez, e-lec’h ma chom Satan.