11 Neuze an dud-se a vodadas hag a gavas Daniel o pediñ hag oc'h ober goulennoù digant e Zoue.
mar distroont da'z kavout a-greiz o holl galon hag o holl ene e bro o enebourien ma vint bet harluet enni, mar pedont o sellout etrezek o bro ac'h eus roet d'o zadoù, etrezek ar gêr-mañ ac'h eus dibabet, hag etrezek an ti-mañ am eus savet da'z anv,
Chom a ra war c'hed el lec'hioù kuzhet evel ul leon en e doull, chom a ra war c'hed evit tapout an hini dinerzh, o tennañ anezhañ en e roued.
Da veuliñ a ran seizh gwech an deiz, en abeg da'z parnedigezhioù reizh.
Selaou mouezh va goulennoù pa grian dit, pa savan va daouarn etrezek da santual.
C'hwi hag a zo tec'het eus ar c'hleze, it ha na baouezit ket! En douar pell, ho pet soñj eus an AOTROU, ha ra vo Jeruzalem dirak ho kalonoù.
Neuze ar vinistred hag ar satraped a vodadas etrezek ar roue hag a gomzas evel-se: Roue Dariuz , ra vevi da viken!