Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -


Nehemia 6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 6

1 Pa glevas Samballad, Tobija, Geshem an Arab, ha nemorant hon enebourien, em boa adsavet ar voger, ha ne vane freuz ebet enni, petra bennak ma ne'm boa ket c'hoazh lakaet ar stalafioù d'an dorojoù,

2 Samballad ha Geshem a gasas da'm c'havout da lavarout din: Deus, en em gavomp a-gevret er c'hêriadennoù a zo e traonienn Ono. Bez' e oant e sell d'ober droug ouzhin.

3 Met e kasis dezho da lavarout: Ober a ran ul labour bras, ha ne c'hellan ket diskenn. Perak e vefe paouezet al labour, e-pad ma en lezfen evit diskenn d'ho kavout?

4 Peder gwech e c'houlennjont kement-se ouzhin, hag e respontis dezho en hevelep doare.

5 Neuze Samballad a gasas da'm c'havout e servijer, evit lavarout din ar c'homzoù-se ur bempvet gwech, hag en doa en e zorn ul lizher digor,

6 ma oa skrivet ennañ: Klevout a ran e-touez ar broadoù, ha Gashmu en lavar ivez, ez oc'h e sell d'en em sevel, te hag ar Yuzevien, hag evit-se eo ec'h adsavit ar voger; hag e vi o roue, hervez ar pezh a lavarer.

7 Ha zoken ec'h eus lakaet profeded, evit embann ac'hanout e Jeruzalem, o lavarout: Roue eo e Juda! Ha bremañ e vo roet da c'houzout an traoù-se d'ar roue. Deus eta, ma en em guzuilhimp a-gevret.

8 Neuze e kasis d'e gavout evit lavarout dezhañ: N'emañ ket ar pezh a lavarez; ijinet eo kement-se ganit da-unan.

9 A-dra-sur, int holl a glaske hor spontañ en ur lavarout: O daouarn a skuizho o labourat, en doare na vo ket graet an oberenn. Bremañ eta, kreñva va daouarn!

10 Hag ez is da di Shemaja mab Delaja, mab Mehetabeel, a oa klozet. Hag e lavaras din: Deomp a-gevret da di Doue, d'an templ, ha prennomp dorojoù an templ, rak e teuont da'z lazhañ; en noz eo e teuint da'z lazhañ.

11 Hag e lavaris: Un den eveldon, ha tec'hout a rafe? Peseurt den eveldon a c'hellfe mont en templ ha bevañ? Ned in ket ennañ.

12 Hag ec'h anavezis ne oa ket Doue a gase anezhañ, met en doa lavaret ar brofediezh-se a-enep din, dre ma oa paeet gant Tobija ha Samballad.

13 Paeet o doa anezhañ evit lakaat ac'hanon d'ober evel-se dre aon ha da bec'hiñ. Hag o vezañ saotret va anv, o dije gellet va goleiñ a vezh.

14 O va Doue! Az pez soñj eus Tobija ha Samballad hervez ar pezh o deus graet, hag ivez eus Noadia ar brofedez hag eus ar brofeded all a glaske da'm spontañ.

15 Ar voger a voe echuet d'ar pempvet deiz warn-ugent a viz Elul, e daou devezh hag hanter-kant.

16 Pa glevas hon holl enebourien kement-se, pa welas an holl vroadoù a oa en-dro deomp an dra-se, e voent holl digalonekaet, hag ec'h anzavjont e oa bet graet al labour-se dre hon Doue.

17 En deizioù-se, re vras Juda a gase lizheroù ha lizheroù da Dobija, ha Tobija a gase ivez dezho.

18 Rak kalz a dud eus Juda a oa en em ereet outañ dre le, dre ma oa mab-kaer Shekania mab Arak, ha ma oa Jokanan e vab dimezet da verc'h Meshullam mab Berekia.

19 Zoken e lavarent vad diwar e benn dirazon, hag ec'h adlavarent dezhañ va c'homzoù. Tobija a gase lizheroù da'm spontañ.

Síguenos en:



Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos