Rak kalz a dud eus Juda a oa en em ereet outañ dre le, dre ma oa mab-kaer Shekania mab Arak, ha ma oa Jokanan e vab dimezet da verc'h Meshullam mab Berekia.
A-dra-sur, int holl a glaske hor spontañ en ur lavarout: O daouarn a skuizho o labourat, en doare na vo ket graet an oberenn. Bremañ eta, kreñva va daouarn!
Ma vijec’h eus ar bed, ar bed a garje ar pezh a vije dezhañ. Met abalamour ma n’oc’h ket eus ar bed ha ma em eus ho tibabet a-douez ar bed, abalamour da-se eo e kasa ar bed ac’hanoc’h.