Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 8:44 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

44 Pa'z aio da bobl er-maez d'ar brezel a-enep hec'h enebour, dre an hent ma ez po kaset anezho, mar pedont an AOTROU o sellout etrezek ar gêr-mañ ac'h eus dibabet, hag etrezek an ti-mañ am eus savet da'z anv,

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 8:44
26 Referencias Cruzadas  

David a c'houlennatas an AOTROU o lavarout: Ha pignat a rin a-enep ar Filistined, hag o lakaat a ri etre va daouarn? Hag an AOTROU a lavaras da Zavid: Pign, a-dra-sur e lakain ar Filistined etre da zaouarn.


David a c'houlennatas an AOTROU, hag an AOTROU a lavaras: Ne bigni ket, kae a-dreñv dezho, hag ec'h errui warno a-dal d'ar mouarennoù


Abaoe an deiz ma em eus lakaet va fobl da zont kuit eus an Ejipt, ne'm eus dibabet kêr ebet e-touez holl veuriadoù Israel evit sevel un ti enni, evit ma vefe va anv aze, met em eus dibabet David da vezañ war va fobl Israel.


selaou eus an neñvoù o fedenn hag o goulenn, ha gra reizhder dezho.


Pa welas pennoù ar c'hirri Jozafad, e lavarjont: Roue Israel eo! Hag e teuint en-dro dezhañ evit e argadiñ. Jozafad a grias, hag an AOTROU a sikouras anezhañ, ha Doue o fellaas dioutañ.


Jozafad en em zalc'has e-kreiz bodadeg Juda ha Jeruzalem e ti an AOTROU, dirak al leurenn nevez,


Neuze ar roue Ezekiaz hag ar profed Izaia mab Amoz a bedas diwar kement-se, hag e krijont etrezek an neñvoù.


Pa'z aio da bobl er-maez d'ar brezel a-enep hec'h enebourien, dre an hent ma ez po kaset anezho, mar pedont ac'hanout o sellout etrezek ar gêr-mañ ac'h eus dibabet, hag etrezek an ti-mañ am eus savet da'z anv,


Pa ouezas Daniel e oa sinet ar skrid, ez eas d'e di. E brenestroù a oa digor en e gambr etrezek Jeruzalem, hag e taouline teir gwech bemdez, hag e pede hag e veule e Zoue, evel m'en deveze graet diagent.


Hag e kasas gervel Barak mab Abinoam eus Kedesh e Neftali, hag e lavaras dezhañ: An AOTROU Doue Israel, ha n'en deus ket roet ar gourc'hemenn-mañ: Kae war-zu Menez Tabor ha dastum, kemer ganit dek mil den eus mibien Neftali hag eus mibien Zabulon,


An AOTROU a sellas outañ hag a lavaras: Kae gant an nerzh ac'h eus, hag e tieubi Israel eus dorn ar Vadianiz. Ha n'eo ket me an hini a gas ac'hanout?


An AOTROU en doa da gaset en hent en ur lavarout: Kae ha laka da verz ar bec'herien-se, an Amalekited, gra brezel dezho betek ma ez po distrujet anezho.


Kae bremañ, sko war Amalek, ha laka da verz ar pezh en deus, n'espern ket anezhañ, met laka d'ar marv ar wazed hag ar maouezed, ar vugale hag ar re a zen, an ejened hag an deñved, ar c'hañvaled hag an ezen.


Neuze David a c'houlennatas an AOTROU o lavarout: Ha redek a rin war-lerc'h ar bagad-se? Ha tapout a rin anezho? Hag e respontas dezhañ: Red war o lerc'h, rak a-dra-sur e tapi anezho, hag e tieubi.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos