Ne c'hoarvezo ket e ri un hevelep tra, ma lakafes da vervel an den reizh gant an den fallakr, e doare ma vefe kemeret an den reizh evel an den fallakr. Nann, ne ri ket! An hini a varn an douar holl, ha ne raio ket hervez ar reizhder?
Pa'z aio da bobl er-maez d'ar brezel a-enep hec'h enebour, dre an hent ma ez po kaset anezho, mar pedont an AOTROU o sellout etrezek ar gêr-mañ ac'h eus dibabet, hag etrezek an ti-mañ am eus savet da'z anv,
P'o devo pec'het a-enep dit, rak n'eus den ha na bec'h ket, hag e vi fuloret a-enep dezho, hag e roi anezho d'o enebourien, hag e vint harluet d'ur vro enebour bell pe dost gant ar re o devo o c'hemeret,
Lartaet int hag e lugernont. Aet int dreist oberoù ar re zrouk, ne zifennont ket ar gwir, gwir an emzivad, hag e reont berzh. Ne lakaont ket da dalvezout gwirioù ar beorien.