Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Filipiz 4:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Na vezit nec’het gant netra, met en holl lec’hioù lakait ho koulennoù dirak Doue dre bedennoù hag aspedennoù gant trugarez,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

6 Na vezit sourciet gant netra, mes, en peb occasion, lakit ho koulennou dirag Doue, dre bedennou ha supplicationou gant actionou a c’hras, hag ar peoc’h a Zoue,

Ver Capítulo Copiar




Filipiz 4:6
45 Referencias Cruzadas  

Koulskoude, AOTROU va Doue, taol evezh ouzh pedenn da servijer hag ouzh e c'houlenn, selaou ouzh ar griadenn hag ar bedenn a ra da servijer dirazout hiziv.


Neuze ar roue Ezekiaz hag ar profed Izaia mab Amoz a bedas diwar kement-se, hag e krijont etrezek an neñvoù.


Kelenn a rin da hentoù d'ar re zisent, hag ar bec'herien a zistroio ouzhit.


Ha me, me a grio da Zoue, hag an AOTROU am saveteo.


komzoù e c'henoù a zo dousoc'h eget an amann, met ar brezel a zo en e galon, e gomzoù a zo c'hwekoc'h eget an eoul, met klezeier noazh ez int.


E Doue emañ va silvidigezh ha va gloar. Va roc'h nerzhus, va skoazell a zo e Doue.


Aberzh ar re zrouk a zo un euzhusted evit an AOTROU, met pedenn an dud reizh a zo plijus dezhañ.


Ro da aferioù d'an AOTROU, ha da c'hoantoù a vo startaet.


Va c'houlm, en em zerc'hel a rez e faoutoù ar roc'h hag e kuzhez er brioù serzh. Diskouez din da zremm, va laka da glevout da vouezh, rak da vouezh a zo dous ha da zremm a zo brav.


Ha goude bezañ roet ar gevrat-prenañ da Varuk mab Nerija, e pedis an AOTROU o lavarout:


Va asped hag e respontin dit, hag e tisklêrin dit traoù bras ha kuzhet n'anavezez ket.


Shadrak, Meshak hag Abed-Nego a respontas, o lavarout d'ar roue Nebukadnezar: N'hon eus ket ezhomm da respont dit war gement-se.


Pa ouezas Daniel e oa sinet ar skrid, ez eas d'e di. E brenestroù a oa digor en e gambr etrezek Jeruzalem, hag e taouline teir gwech bemdez, hag e pede hag e veule e Zoue, evel m'en deveze graet diagent.


Met pa viot lakaet etre o daouarn, n’en em lakait ket e poan eus an doare ma komzot nag eus ar pezh a lavarot, rak roet e vo deoc’h en eur-se ar pezh ho po da lavarout.


An hini en deus degemeret an had e-touez an drein, eo an hini a glev ar ger, met prederioù ar bed-mañ ha tromplerezh ar pinvidigezhioù a voug ar ger hag e laka difrouezh.


Na vezit ket eta nec’het gant an deiz war-lerc’h, rak an deiz war-lerc’h a gemero preder anezhañ e-unan. Da bep devezh eo a-walc’h e boan.


Na vezit ket eta heñvel outo, rak ho Tad a oar petra hoc’h eus ezhomm a-raok ma c’houlennit digantañ.


Jezuz a respontas dezhi: Marta, Marta, te en em laka e poan hag en em nec’h gant kalz a draoù.


Neuze e lavaras d’e ziskibien: Abalamour da-se e lavaran deoc’h: Na vezit ket nec’het evit ho puhez eus ar pezh a zebrot, nag evit ho korf gant petra e viot gwisket.


N’en em lakait ket e poan eus ar pezh a zebrot pe eus ar pezh a evot, ha na vezit ket nec’het.


Eñ a gontas ivez dezho ur barabolenn, evit diskouez penaos eo ret pediñ bepred hag hep skuizhañ.


Doue, ha ne veñjo ket e re zibabet a gri dezhañ noz-deiz, evitañ da zaleañ da fuloriñ?


Ha galvet out bet pa oas sklav? N’en em nec’h ket a gement-se, met mar gellez dont da vezañ frank, tenn kentoc’h da vad.


Ha me a garfe e vefec’h hep nec’hamant. An hini n’eo ket dimezet en em ro da draoù an Aotrou evit plijout d’an Aotrou,


Sikouret omp ivez ganeoc’h dre ho pedennoù evidomp, evit ma teuio ar c’hras hon eus resevet dre meur a hini da vezañ anavezet dre an trugarez a raio meur a hini diwar hor penn.


Trugarekait bepred evit an holl draoù Doue an Tad, en anv hon Aotrou Jezuz-Krist.


o pediñ e pep amzer dre bep seurt pedennoù hag aspedennoù dre ar Spered, o veilhañ war gement-se gant dalc’husted hag o pediñ evit an holl sent,


Ha ra reno peoc’h Doue en ho kalonoù, galvet oc’h bet dezhañ evit bezañ ur c’horf hepken, ha bezit anaoudek.


Petra bennak ma reot, dre gomz pe dre ober, grit holl en anv an Aotrou Jezuz, o trugarekaat drezañ Doue an Tad.


Kendalc’hit er bedenn, beilhit e kement-se gant trugarekadennoù.


Pediñ a ran eta start, a-raok pep tra, ma vo graet goulennoù, pedennoù, erbedennoù, trugarekadennoù evit an holl dud,


An hini a zo gwir intañvez hag a zo chomet hec’h-unan, a esper e Doue hag a gendalc’h noz-deiz e pedennoù hag e erbedennoù.


Diwezh an holl draoù a dosta. Bezit eta fur hag aketus er pedennoù.


oc’h en em divec’hiañ warnañ eus hoc’h holl nec’hamantoù, rak e teu d’ho prederiañ.


Anna a respontas o lavarout: Nann va aotrou, me a zo ur vaouez glac'haret en he spered, ne'm eus evet na gwin na boeson, met skuilhet em eus va ene dirak an AOTROU .


David a voe en un enkrez bras, rak ar bobl a gomze d'e veinata. Rak an holl bobl o doa an ene leun a c'hwervder, pep hini abalamour d'e vibien ha d'e verc'hed. Met David en em galonekaas en AOTROU e Zoue,


Ha Samuel a gemeras ur maen, a lakaas etre Mizpa ha Shen, hag en anvas Eben-Ezer, hag e lavaras: An AOTROU en deus hor sikouret betek amañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos