Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Filipiz 4:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Ra vo ho touster anavezet gant an holl dud. An Aotrou a zo tost.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 Ra vezo anavezet ho tousder gantan holl dud. An Aotrou a zo tost.

Ver Capítulo Copiar




Filipiz 4:5
25 Referencias Cruzadas  

Abalamour da-se e lavaran deoc’h: Na vezit ket nec’het evit ho puhez eus ar pezh a zebrot pe a evot, nag evit ho korf gant petra e viot gwisket. Ar vuhez, ha n’eo ket muioc’h eget ar boued, hag ar c’horf muioc’h eget an dilhad?


Na vezit ket eta nec’het gant an deiz war-lerc’h, rak an deiz war-lerc’h a gemero preder anezhañ e-unan. Da bep devezh eo a-walc’h e boan.


Lakait eta evezh ouzhoc’h, gant aon na zeufe ho kalonoù da vezañ pounneraet gant an dirollerezh, gant ar vezventi ha gant prederioù ar vuhez-mañ, ha na zeufe an deiz-se warnoc’h a-daol-trumm.


Ma ez eus unan bennak na gar ket an Aotrou Jezuz-Krist, ra vo milliget! Maranata!


Kaout prosezioù an eil a-enep egile a zo dija ur gwall si en ho touez. Perak ne c’houzañvit ket kentoc’h un dislealded bennak? Perak ne c’houzañvit ket kentoc’h ur c’holl?


Dre-se, mar lakaan va breur da strebotiñ dre ar pezh a zebran, ne zebrin biken a gig, evit chom hep lakaat va breur da strebotiñ.


Pep den hag a glask gounid war ar re all a ziouer pep tra, ha kement-se a ra evit kaout ur gurunenn vreinus, met ni a ra evit unan divreinus.


Me Paol, a bed ac’hanoc’h, dre zouster ha madelezh Krist, me hag a zo uvel dirazoc’h met leun a hardizhegezh en ho keñver pa’z on pell diouzhoc’h,


n’en em lezot ket da vezañ brañsellet gant nebeut a dra en ho soñjoù, ha da vezañ nec’het gant ur spered, gant ur ger pe gant ul lizher a vefe lavaret dont eus hor perzh, evel ma vefe aze dija deiz Krist.


ra ne zroukkomzint a-enep den, ra vint tud a beoc’h, sioul, o tiskouez un douster peurvat e-keñver an holl dud.


Na zilezomp ket hor bodadeg, evel m’o deus hiniennoù ar c’hiz d’ober, met en em aliomp an eil egile, ha kement-se muioc’h-muiañ dre ma welit an deiz o tostaat.


Rak c’hoazh un nebeudig, gwall nebeud amzer, hag an hini a zeu a erruo ha ne zaleo ket.


o klask anavezout e peseurt amzer hag e peseurt degouezhioù e c’hoarvezfe ar pezh a ziskoueze Spered Krist a oa enno, eñ hag a destenie diagent poanioù Krist hag ar gloar a heuilhfe anezho.


Diwezh an holl draoù a dosta. Bezit eta fur hag aketus er pedennoù.


An hini a ro testeni eus an traoù-mañ a lavar: Ya, dont a ran prest. Amen. Ya Aotrou Jezuz, deus!


Setu, e teuan prest. Eürus an hini a vir gerioù diougan al levr-mañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos