Ar walenn ne vo ket pellaet diouzh Juda na bazh al lezenner eus etre e dreid, betek ma teuio ar Shilo, dezhañ sentidigezh ar pobloù!
Daniel 2:44 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En amzer ar rouaned-se, Doue an neñvoù a savo ur rouantelezh na vo biken distrujet. Ar rouantelezh-mañ ne dremeno ket da ur bobl all, hag e vruzuno hag e kaso da netra an holl rouantelezhioù-se, hag hi hec'h-unan a bado da viken, |
Ar walenn ne vo ket pellaet diouzh Juda na bazh al lezenner eus etre e dreid, betek ma teuio ar Shilo, dezhañ sentidigezh ar pobloù!
Da di ha da ren a vo asuret da viken dirak da zaoulagad, da dron a vo startaet da viken
Da rouantelezh a zo ur rouantelezh evit an holl gantvedoù, ha da vestroniezh a bad en holl rummadoù.
Rak ar vroad hag ar rouantelezh na servijint ket ac'hanout a yelo da get, hag ar broadoù-se a vo gwastet en o fezh.
Hag e vint o chom er vro am eus roet da Jakob va servijer, ma'z eo bet o chom enni ho tadoù. Bez' e vint o chom enni, int, o mibien ha mibien o mibien, da viken, ha David va servijer a vo o friñs da viken.
Met un Doue a zo en neñvoù hag a ziskuilh an traoù kuzhet, hag a ro da anavezout d'ar roue Nebukadnezar ar pezh a c'hoarvezo en deizioù da zont. Setu da huñvre hag ar gweledigezhioù ac'h eus bet ez penn war da wele.
Te a selle betek ma tistagas ur maen, hep sikour dorn ebet, hag a skoas gant an delwenn war he zreid en houarn hag e pri, hag o bruzunas.
Neuze an houarn, ar pri, an arem, an arc'hant hag an aour a voe bruzunet a-gevret, hag e teujont da vezañ evel plouz eus al leur en hañv, kaset kuit gant an avel, ha ne vanas netra diouto. Met ar maen en doe skoet gant an delwenn a zeuas da vezañ ur menez bras, hag a leunias an douar holl.
O roue! Te eo roue ar rouaned, rak Doue an neñvoù en deus roet dit ar ren, ar galloud, an nerzh hag ar c'hloar.
Gwelet ec'h eus an houarn mesket gant ar pri, mesket e vint gant had den, met ne vint ket unanet an eil ouzh egile, evel ma ne vesk ket an houarn gant ar pri.
Pegen bras eo e sinoù, ha galloudus e vurzhudoù! E ren a zo ur ren peurbadus, e c'halloud a gendalc'ho a oad da oad.
Met e diwezh an deizioù-se, me Nebukadnezar a savas va daoulagad war-zu an neñv, va skiant-vat a zistroas din, hag e vennigis an Uhel-Meurbet, hag e veulis anezhañ, ha rois gloar d'an Hini a vev da viken hag a zo e riegezh ur riegezh peurbadus, hag a bad e rouantelezh a oad da oad.
Eus va ferzh ez eo roet an urzh-mañ: E-barzh va holl rouantelezh, ra vo doujañs ha spont e-keñver Doue Daniel, rak an Doue bev eo, hag e chom da virviken, hag e rouantelezh ne vo ket distrujet, hag e ren a bado betek an diwezh.
Saveteiñ ha dieubiñ a ra, ober a ra sinoù ha burzhudoù en neñvoù ha war an douar, dieubet en deus Daniel eus galloud al leoned.
Hag ar rouantelezh, ar vestroniezh, braster ar rouantelezhioù a zo dindan an neñvoù a vo roet da bobl sent an Uhel-Meurbet. E rouantelezh a vo ur rouantelezh peurbadus, hag an holl c'halloudoù a servijo anezhañ hag a sento outañ.
Dre e ijin e lakaio an touellerezh da ren en e zorn. Lorc'h en devo en e galon, ha dre ar peoc'h e tistrujo kalz. En em sevel a raio a-enep Priñs ar briñsed, met bruzunet e vo hep sikour dorn ebet.
hag e rin un nemorant gant ar re gamm, hag ur vroad c'halloudus gant ar re a zo bet pellaet; hag an AOTROU a reno warno, war venez Sion, a-dal neuze ha da viken.
Diskar a rin tron ar rouantelezhioù, distrujañ a rin nerzh rouantelezhioù ar broadoù, diskar a rin ar c'hirri hag ar re a bign warno. Ar c'hezeg hag ar re a bign warno a vo taolet d'an traoñ, an eil dre gleze egile.
Hag e vrañsellin an holl vroadoù, hag e teuio teñzorioù an holl vroadoù, hag e leugnin an ti-mañ a c'hloar, eme AOTROU an armeoù.
Jezuz a dostaas outo, a gomzas outo hag a lavaras: Pep galloud a zo bet roet din en neñv ha war an douar.
Ar bobl a respontas dezhañ: Desket hon eus dre al lezenn e tle ar C’hrist chom da viken. Penaos eta e lavarez ez eo ret da Vab an den bezañ savet? Piv eo ar Mab an den-se?
Dre-se, o resev ur rouantelezh divrañsellus, miromp ar c’hras evit ma servijimp Doue drezi en un doare a blijo dezhañ, gant keheladur ha gant doujañs,
Ar seizhvet ael a sonas, ha mouezhioù kreñv a voe klevet en neñv o lavarout: Rouantelezhioù ar bed a zo lakaet dindan galloud hon Aotrou hag e Grist. Eñ a reno e kantvedoù ar c’hantvedoù.
Gouarn a raio anezho gant ur wialenn houarn evel ma torrer podoù pri, evel ma em eus va-unan resevet kement-se digant va Zad,