Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Daniel 2:45 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

45 evel ma ec'h eus gwelet gant ar maen a zistagas eus ar menez hep sikour dorn ebet, hag en deus bruzunet an houarn, an arem, an arc'hant hag an aour. An Doue bras en deus roet da anavezout d'ar roue ar pezh a c'hoarvezo amañ war-lerc'h. An huñvre a zo gwirion, hag e zisklêriadenn a zo diarvar.

Ver Capítulo Copiar




Daniel 2:45
32 Referencias Cruzadas  

Ar seizh buoc'h vrav a zo seizh vloaz hag ar seizh tañvouezenn vrav a zo seizh vloaz: un hevelep huñvre eo.


Kement-se am eus lavaret da Faraon: Doue en deus roet da anavezout da Faraon ar pezh ez a d'ober.


Ha diwar-benn ma'z eo an huñvre en em roet div wech da Faraon, eo abalamour ma'z eo kement-se divizet gant Doue, ha pres 'zo gant Doue henn ober.


Evel-se out bras, AOTROU Doue! Rak nikun n'eo heñvel ouzhit, ha n'eus Doue all ebet nemedout, hervez kement hon eus klevet gant hon divskouarn.


Rak an AOTROU a zo bras ha din a veuleudioù uhel. Burzhudus eo dreist an holl zoueoù,


Goude e sellis, e savis hag e lavaris d'ar re vras, d'ar renerien ha da nemorant ar bobl: N'ho pet ket aon razo, ho pet soñj eus an AOTROU, a zo bras ha spontus, ha stourmit evit ho preudeur, ho mibien, ho merc'hed, ho kwragez hag ho tiez.


Ha bremañ, hon Doue bras, galloudek ha spontus, a vir an emglev hag an drugarez, na sell ket evel nebeut a dra ouzh an holl drubuilhoù o deus hon tapet, ni, hor rouaned, hor pennoù, hon aberzhourien, hor profeded, hon tadoù ha da holl bobl, adalek amzer rouaned an Asiria betek hiziv.


Setu, Doue a zo uhelaet, ha n'anavezomp ket anezhañ, niver e vloavezhioù... nikun ne c'hell e niveriñ.


rak gouzout a ran eo bras an AOTROU hag hon Aotrou dreist an holl zoueoù.


An AOTROU a zo bras ha din-meurbet a veuleudi, ha ne c'heller ket furchal e vraster.


O freuzañ a ri gant ur walenn houarn, o bruzunañ a ri evel lestr ur poder.


Kanaouenn; salm mibien Kora.


Rak an AOTROU a zo bras ha din a veuleudioù uhel. Burzhudus eo dreist an holl zoueoù,


En abeg da-se evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, e lakaan e Sion ur maen da ziazez, ur maen amprouet, ur maen-korn prizius, ur sol start, hag an hini a gredo ennañ ne hasto ket.


Neuze ez eas Daniel da gavout Arjok, an hini karget gant ar roue da lazhañ re fur Vabilon. Mont a reas hag e komzas outañ evel-henn: Na laka ket d'ar marv tud fur Vabilon, met va c'has da gichen ar roue, hag e roin dezhañ an disklêriadenn.


Met un Doue a zo en neñvoù hag a ziskuilh an traoù kuzhet, hag a ro da anavezout d'ar roue Nebukadnezar ar pezh a c'hoarvezo en deizioù da zont. Setu da huñvre hag ar gweledigezhioù ac'h eus bet ez penn war da wele.


O roue! Savet eo soñjoù ennout war da wele diwar-benn ar pezh a c'hoarvezo en amzer da zont, hag an hini a ziskuilh an traoù kuzhet a ro dit da anavezout ar pezh a c'hoarvezo.


En amzer ar rouaned-se, Doue an neñvoù a savo ur rouantelezh na vo biken distrujet. Ar rouantelezh-mañ ne dremeno ket da ur bobl all, hag e vruzuno hag e kaso da netra an holl rouantelezhioù-se, hag hi hec'h-unan a bado da viken,


Dre e ijin e lakaio an touellerezh da ren en e zorn. Lorc'h en devo en e galon, ha dre ar peoc'h e tistrujo kalz. En em sevel a raio a-enep Priñs ar briñsed, met bruzunet e vo hep sikour dorn ebet.


Diskar a rin tron ar rouantelezhioù, distrujañ a rin nerzh rouantelezhioù ar broadoù, diskar a rin ar c'hirri hag ar re a bign warno. Ar c'hezeg hag ar re a bign warno a vo taolet d'an traoñ, an eil dre gleze egile.


En deiz-se e rin eus Jeruzalem ur maen pouezus evit an holl bobloù. An holl re a zougo ar bec'h anezhi a vo gloazet, hag holl vroadoù ar bed en em savo en hec'h enep.


Rak adalek ar sav-heol betek ar c'huzh-heol e vo bras va anv e-touez ar broadoù, hag e pep lec'h ma vo lakaet da vogediñ ha kinniget ur brofadenn c'hlan da'm anv. Rak va anv a vo bras e-touez ar broadoù, eme AOTROU an armeoù.


Jezuz a respontas dezho: Me a c’houlenno ivez un dra ouzhoc’h ha, mar respontit, en hevelep doare e lavarin deoc’h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.


An neñv hag an douar a dremeno, met va gerioù ne dremenint ket.


Ar farizianed a c’houlennas digantañ pegoulz e teuje rouantelezh Doue. Respont a reas dezho: Rouantelezh Doue ne zeuio ket en un doare sebezus.


Rak an AOTROU ho Toue eo Doue an doueoù had Aotrou an aotrounez, an Doue bras, galloudek ha spontus, na ra van ebet eus diavaezioù an dud ha na gemer ket a zonezon,


Skriv an traoù ac’h eus gwelet, hag ar re a zo, hag ar re a dle en em gavout goude ar re-mañ,


Gwelout a ris un ael all en em zalc’he e-barzh an heol. Gant ur vouezh kreñv e krias, o lavarout d’an holl laboused a nije e-kreiz an neñv: Deuit hag en em zastumit evit fest an Doue bras,


Goude-se e sellis ha setu, un nor a oa digor en neñv. Ar c’hentañ mouezh em boa klevet, evel hini un drompilh, a gomzas ganin hag a lavaras: Pign amañ hag e tiskouezin dit an traoù a dle c’hoarvezout goude ar re-mañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos