Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Daniel 2:46 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

46 Neuze ar roue Nebukadnezar a gouezhas war e zremm hag a stouas dirak Daniel, hag e c'hourc'hemennas ma vefe kinniget dezhañ profoù ha c'hwezhioù-mat.

Ver Capítulo Copiar




Daniel 2:46
12 Referencias Cruzadas  

evit ma kinnigint traoù a c'hwezh dudius da Zoue an neñvoù, ha ma pedint evit buhez ar roue hag e vibien.


kerkent hag e klevot son ar c'horn, ar c'hleron, ar gitar, al lourenn, an delenn, ar binioù, ha pep seurt binvioù-seniñ, e stouot hag ec'h azeulot an delwenn aour en doa savet ar roue Nebukadnezar.


Setu perak, kerkent hag e klevas an holl bobloù son ar c'horn, ar c'hleron, ar gitar, al lourenn, an delenn, ha pep seurt binvioù-seniñ, e stoujont holl, pobloù, broadoù, yezhoù, hag ec'h azeuljont an delwenn aour en doa savet ar roue Nebukadnezar.


Neuze e teuas tost d'al lec'h ma oan, ha pa voe deuet e voen spontet hag e kouezhis war va dremm. Hag e lavaras din: Kompren, mab an den, rak ar weledigezh a zo evit amzer an diwezh.


Lakaat a rin ho kêrioù didud, distrujañ a rin ho santualioù ha ne ruflin ken c’hwezh hoc’h ezañs,


En em daolas ouzh e dreid, e c’henoù d’an douar, o trugarekaat. Hag hemañ a oa ur Samaritan.


Pa zeuas Pêr en ti, Kormeli a yeas a-raok dezhañ hag, ouzh en em deurel d’e dreid, ec’h azeulas anezhañ.


Beleg Yaou, a oa tost d’o c’hêr, a zegasas tirvi gant garlantezioù dirak an dorojoù hag a felle dezhañ kinnig un aberzh a-unvan gant ar bobl.


Int a soñje dezho e teuje da goeñviñ pe da gouezhañ raktal marv, met o vezañ gortozet pell hag o welout ne c’hoarveze droug ebet gantañ, e kemmjont o soñj hag e lavarjont e oa un doue.


Ar pevar henaour warn-ugent azezet war o zronioù dirak Doue a gouezhas war o dremm hag a azeulas Doue,


Me a gouezhas d’e dreid evit e azeuliñ, met eñ a lavaras din: Diwall d’ober kement-se. Me eo da genseurt er servij hag hini da vreudeur o deus testeni Jezuz. Azeul Doue, rak testeni Jezuz eo ar spered a brofediezh.


Ha me, Yann, me eo an hini en deus gwelet ha klevet an traoù-mañ. Ha goude bezañ o c’hlevet ha gwelet, e kouezhis da dreid an ael o diskoueze din evit e azeuliñ,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos