Daniel 2:47 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned47 Ar roue a respontas da Zaniel o lavarout: A-dra-sur ho Toue a zo Doue an doueoù hag Aotrou ar rouaned, hag e tiskuilh an traoù kuzhet, rak ec'h eus gellet diskuliañ an dra guzhet-se. Ver Capítulo |
Bremañ eta mard oc'h prest, kerkent hag e klevot son ar c'horn, ar c'hleron, ar gitar, al lourenn, an delenn, ar binioù, ha pep seurt binvioù-seniñ, e stouot hag ec'h azeulot an delwenn am eus savet. Met ma n'azeulit ket, raktal e viot taolet er fornez-dan grizias. Ha petore doue a zieubo ac'hanoc'h eus va dorn?
Bez' ez eus un den ez rouantelezh hag emañ spered an doueoù santel ennañ, hag en amzer da dad e voe kavet ennañ ur sklêrijenn, ur skiant hag ur furnez heñvel ouzh furnez an doueoù. Ar roue Nebukadnezar da dad, da dad o roue! en lakaas da vestr war an hudourien, ar steredourien, ar Galdeiz hag an divinourien,