Daniel 2:43 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
43 Gwelet ec'h eus an houarn mesket gant ar pri, mesket e vint gant had den, met ne vint ket unanet an eil ouzh egile, evel ma ne vesk ket an houarn gant ar pri.
En amzer ar rouaned-se, Doue an neñvoù a savo ur rouantelezh na vo biken distrujet. Ar rouantelezh-mañ ne dremeno ket da ur bobl all, hag e vruzuno hag e kaso da netra an holl rouantelezhioù-se, hag hi hec'h-unan a bado da viken,