hag evit ma seveno an AOTROU ar gomz en deus disklêriet din o lavarout: Ma laka da vibien evezh d'o hent, evit kerzhout dirazon er wirionez, a-greiz o holl galon hag o holl ene, ne vanki ket da gavout ur warlerc'hiad azezet war dron Israel.
e startain tron da rouantelezh war Israel da viken, evel ma em eus disklêriet da Zavid da dad, o lavarout: Ne vanki ket da gavout ur warlerc'hiad war dron Israel.
Koulskoude an AOTROU ne fellas ket dezhañ distrujañ Juda, abalamour da Zavid e servijer, rak lavaret en doa dezhañ e roje dezhañ ul lamp e-touez e vibien da viken.
Bremañ eta, AOTROU Doue Israel, dalc'h e-keñver da servijer David d'ar pezh az poa prometet dezhañ, o lavarout: Ne vanki ket da gavout ur warlerc'hiad dirazon azezet war dron Israel, gant ma lakaio da vibien evezh d'o hent, evit kerzhout em lezenn evel ma ec'h eus kerzhet dirazon.
Kreskiñ e c'halloud, reiñ ur peoc'h diziwezh da dron David ha d'e rouantelezh, evit en startaat hag en harpañ er varnedigezh hag er reizhder, adalek bremañ ha da viken, gred AOTROU an armeoù a raio kement-se.
neuze ar rouaned hag ar briñsed azezet war dron David a zeuio-tre dre zorojoù ar gêr-mañ pignet war girri ha war gezeg, int hag o friñsed, tud Juda ha tud Jeruzalem, hag ar gêr-mañ a vo annezet da viken.
Hag e vint o chom er vro am eus roet da Jakob va servijer, ma'z eo bet o chom enni ho tadoù. Bez' e vint o chom enni, int, o mibien ha mibien o mibien, da viken, ha David va servijer a vo o friñs da viken.
En amzer ar rouaned-se, Doue an neñvoù a savo ur rouantelezh na vo biken distrujet. Ar rouantelezh-mañ ne dremeno ket da ur bobl all, hag e vruzuno hag e kaso da netra an holl rouantelezhioù-se, hag hi hec'h-unan a bado da viken,
Hag e voe roet dezhañ ar vestroniezh, ar c'hloar hag ar ren, hag an holl bobloù, broadoù ha yezhoù a servijas anezhañ. E vestroniezh a zo ur vestroniezh peurbadus na dremeno ket, hag e rouantelezh ne vo ket distrujet.
Ar bobl a respontas dezhañ: Desket hon eus dre al lezenn e tle ar C’hrist chom da viken. Penaos eta e lavarez ez eo ret da Vab an den bezañ savet? Piv eo ar Mab an den-se?
Ar seizhvet ael a sonas, ha mouezhioù kreñv a voe klevet en neñv o lavarout: Rouantelezhioù ar bed a zo lakaet dindan galloud hon Aotrou hag e Grist. Eñ a reno e kantvedoù ar c’hantvedoù.
Pardon mar plij fazi da servijerez, rak an AOTROU ne vanko ket da reiñ da'm aotrou un ti dalc'hus, dre ma ren va aotrou brezelioù an AOTROU , ha ma n'eus bet kavet drougiezh ebet ennout da vuhez-pad.