Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Daniel 2:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

28 Met un Doue a zo en neñvoù hag a ziskuilh an traoù kuzhet, hag a ro da anavezout d'ar roue Nebukadnezar ar pezh a c'hoarvezo en deizioù da zont. Setu da huñvre hag ar gweledigezhioù ac'h eus bet ez penn war da wele.

Ver Capítulo Copiar




Daniel 2:28
32 Referencias Cruzadas  

Lavarout a rejont: Un huñvre hon eus bet ha n'eus den d'he displegañ. Jozef a lavaras: An displegadennoù, ha n'int ket da Zoue? Kontit din, me ho ped.


Jozef a respontas da Faraon, o lavarout: N'eo ket me, Doue eo a roio da Faraon ur respont a beoc'h.


Jozef a lavaras da Faraon: Ar pezh en deus gwelet Faraon en e huñvre a zo un dra hepken, Doue en deus disklêriet da Faraon ar pezh ez a d'ober.


Jakob a c'halvas e vibien hag a lavaras: En em zastumit hag e tisklêrin deoc'h ar pezh a c'hoarvezo ganeoc'h en deizioù da zont.


Hon Doue, en neñvoù emañ, hag e ra kement a blij gantañ.


Hag e c'hoarvezo, en deizioù diwezhañ, ma vo startaet menez ti an AOTROU dreist ar menezioù, hag e savo dreist ar c'hrec'hiennoù, hag e teredo ennañ an holl vroadoù.


Piv ne zoujfe ket ac'hanout, Roue ar broadoù? Kement-se a zo dleet dit, rak e-touez re furañ ar broadoù, hag en holl rouantelezhioù, den n'eo heñvel ouzhit.


Kounnar entanet an AOTROU ne zistroio ket, ken n'en devo graet mennadoù e galon hag o c'haset da benn. Kement-mañ a gomprenot sklaer en deizioù diwezhañ.


Koulskoude, en deizioù diwezhañ, ec'h adsavin harluidi Moab. Betek amañ ez a barnedigezh Moab.


Setu, furoc'h out eget Daniel, sekred ebet n'eo teñval evidout.


Pignat a ri a-enep va fobl Israel, evel ur c'hoabrenn o c'holeiñ ar vro. Bez' e vo en deizioù diwezhañ, ma rin dit kerzhout a-enep va bro, evit ma vin anavezet gant ar broadoù, pa vin santelaet drezout dirak o daoulagad.


A-benn kalz a zeizioù e vi galvet, er bloavezhioù diwezhañ e teui d'ar vro dieubet eus ar c'hleze ha dastumet a-douez meur a bobl, war venezioù Israel, a vo bet gwastet pell. Neuze, distroet holl a-douez ar pobloù, e vint o chom eno e surentez.


E pep tachenn a c'houlenne furnez ha meiz, hag a gomze ar roue diwar he fenn, e kavas anezho dek gwech dreist d'an holl hudourien ha steredourien a oa en e holl rouantelezh.


Dont a ran bremañ evit reiñ dit da anavezout ar pezh a c'hoarvezo gant da bobl en deizioù diwezhañ, rak ez a ar weledigezh betek an deizioù-se.


evit ma c'houlennfent truez digant Doue an neñvoù diwar-benn an dra guzhet-se, evit na vefe ket lakaet d'ar marv Daniel hag e genseurted gant an dud fur all eus Babilon.


Eñ eo a ziskuilh an traoù don ha kuzhet, hag a anavez ar pezh a zo en deñvalijenn. Emañ ar sklêrijenn o chom gantañ.


En amzer ar rouaned-se, Doue an neñvoù a savo ur rouantelezh na vo biken distrujet. Ar rouantelezh-mañ ne dremeno ket da ur bobl all, hag e vruzuno hag e kaso da netra an holl rouantelezhioù-se, hag hi hec'h-unan a bado da viken,


evel ma ec'h eus gwelet gant ar maen a zistagas eus ar menez hep sikour dorn ebet, hag en deus bruzunet an houarn, an arem, an arc'hant hag an aour. An Doue bras en deus roet da anavezout d'ar roue ar pezh a c'hoarvezo amañ war-lerc'h. An huñvre a zo gwirion, hag e zisklêriadenn a zo diarvar.


Ar roue a respontas da Zaniel o lavarout: A-dra-sur ho Toue a zo Doue an doueoù hag Aotrou ar rouaned, hag e tiskuilh an traoù kuzhet, rak ec'h eus gellet diskuliañ an dra guzhet-se.


ha gwelet em eus un huñvre a spouronas ac'hanon; ar soñjoù am eus bet war va gwele ha gweledigezhioù va fenn am zrubuilhas.


Goude-se, mibien Israel a zistroio, hag e klaskint an AOTROU o Doue ha David o roue. Hag e teuint gant doujañs da gavout an AOTROU hag e vadelezh, en deizioù diwezhañ.


Rak setu amañ an hini a ra ar menezioù hag a grou an avel, a zisklêri d'an den pehini eo e soñj, a ra ar mintin hag an deñvalijenn, a gerzh war uhelderioù an douar: An AOTROU, Doue an armeoù, eo e anv.


Ha bremañ ez an etrezek va fobl. Deus, ma kemennin dit ar pezh a raio ar bobl-se da'z pobl en amzerioù da zont.


C’hwi eta, pedit evel-henn: Hon Tad hag a zo en neñv, ra vo santelaet da anv,


Bremañ, skrivit ar c'hantik-mañ. Kelennit anezhañ da vibien Israel, lakait anezhañ en o genoù, evit ma servijo din ar c'hantik-mañ da dest a-enep mibien Israel.


Pa vi er glac'har ha ma vo erruet an holl draoù-se ganit, neuze, en deizioù war-lerc'h, e tistroi d'an AOTROU da Zoue hag e senti ouzh e vouezh,


Ret eo dit gouzout e vo amzerioù diaes en devezhioù diwezhañ.


Doue, goude bezañ gwechall komzet d’hon tadoù meur a wech hag e meur a zoare dre ar brofeded,


Ret eo gouzout da gentañ penaos en devezhioù diwezhañ e teuio goapaerien en em gunduo hervez o droukc’hoantoù o-unan


Diskuliadur Jezuz-Krist, roet dezhañ gant Doue evit diskouez d’e servijerien an traoù a dle c’hoarvezout prest, hag en deus kaset ha roet da anavezout dre e ael d’e servijer Yann,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos