En abeg da-se evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, e lakaan e Sion ur maen da ziazez, ur maen amprouet, ur maen-korn prizius, ur sol start, hag an hini a gredo ennañ ne hasto ket.
Hag e vuzulias c'hoazh mil, hag e oa ur froud na c'hellen ket treuziñ, rak an doureier o doa kresket, hag e oa ret neuñviñ; ar froud na c'helled ket treuziñ.
Hag ar rouantelezh, ar vestroniezh, braster ar rouantelezhioù a zo dindan an neñvoù a vo roet da bobl sent an Uhel-Meurbet. E rouantelezh a vo ur rouantelezh peurbadus, hag an holl c'halloudoù a servijo anezhañ hag a sento outañ.
Dre e ijin e lakaio an touellerezh da ren en e zorn. Lorc'h en devo en e galon, ha dre ar peoc'h e tistrujo kalz. En em sevel a raio a-enep Priñs ar briñsed, met bruzunet e vo hep sikour dorn ebet.
En deiz-se e rin eus Jeruzalem ur maen pouezus evit an holl bobloù. An holl re a zougo ar bec'h anezhi a vo gloazet, hag holl vroadoù ar bed en em savo en hec'h enep.
Respont a reas din o lavarout: Houmañ eo komz an AOTROU disklêriet da Zorobabel o lavarout: N'eo ket dre c'halloud na dre nerzh met dre va Spered, eme AOTROU an armeoù.
Gouzout a reomp a dra sur penaos mar d-eo distrujet hon tabernakl, hor chomlec’h douarel-mañ, hon eus en neñvoù un ti a zo eus Doue, un ti peurbadus n’eo ket graet gant dorn an den.
Rak Krist n’eo ket aet e-barzh ur santual graet gant dorn an den evel skeudenn an hini gwirion, met aet eo e-barzh an neñv e-unan, evit en em ziskouez bremañ evidomp dirak Doue,
Ar seizhvet ael a sonas, ha mouezhioù kreñv a voe klevet en neñv o lavarout: Rouantelezhioù ar bed a zo lakaet dindan galloud hon Aotrou hag e Grist. Eñ a reno e kantvedoù ar c’hantvedoù.
Stourm a raint a-enep an Oan hag an Oan o zrec’ho, abalamour ma’z eo Aotrou an aotrounez ha Roue ar rouaned, hag ar re a zo gantañ eo ar re c’halvet ar re zibabet hag ar re feal.