En amzer Pekak roue Israel, Tiglad-Pilezer roue Asiria a zeuas hag a dapas Ijon, Abel-Bed-Maaka, Janoak, Kedesh, Hazor, Galaad, ar Galilea, hag holl vro Neftali, hag e harluas ar bobl da Asiria.
Amoz 5:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kouezhet eo gwerc'hez Israel ha n'adsavo ken; astennet eo war an douar ha den n'adsavo anezhi. |
En amzer Pekak roue Israel, Tiglad-Pilezer roue Asiria a zeuas hag a dapas Ijon, Abel-Bed-Maaka, Janoak, Kedesh, Hazor, Galaad, ar Galilea, hag holl vro Neftali, hag e harluas ar bobl da Asiria.
O vezañ dilezet holl c'hourc'hemennoù an AOTROU o Doue, graet o doa dezho skeudennoù teuzet, daou leue. Graet o doa Asheraoù, hag azeulet holl arme an neñvoù, ha servijet Baal.
Kempennit lazhadeg e vibien, en abeg da zireizhder o zadoù, evit na savint ket ken da berc'hennañ an douar, na da c'holeiñ gant kêrioù dremm ar bed.
An douar a horjell evel un den mezv, hag a horjell! Treuzkaset eo evel ul logell! Pouezañ a ra warnañ e bec'hed, kouezhañ a raio ha ne adsavo ket ken.
Jeruzalem a ya d'an traoñ, ha Juda a gouezh, rak o zeod hag o oberoù a zo a-enep an AOTROU, evit goapaat selloù e c'hloar.
setu ar gomz en deus disklêriet an AOTROU a-enep dezhañ: Disprizañ a ra ac'hanout, c'hoarzhin a ra ouzhit, ar werc'hez merc'h Sion. Hejañ a ra he fenn war da lerc'h, merc'h Jeruzalem.
an hini en deus kaset er-maez kirri ha kezeg, un arme ha brezelourien greñv, evit bezañ gourvezet a-gevret hep sevel ken, evit bezañ mouget, lazhet evel ul lutigenn.
Lavarout a ri dezho ar gomz-mañ: Va daoulagad a deuz e daeroù noz-deiz ha ne baouezont ket, rak ar werc'hez, merc'h va fobl, a zo bet freuzet gant ur freuz bras, gant ur gouli poanius.
Neuze evel-henn e komz an AOTROU: Goulennit eta digant ar broadoù: Piv en deus klevet hevelep traoù? Gwerc'hez Israel he deus graet traoù euzhus.
a lavar d'ar c'hoad: Te eo va zad, ha d'ar maen: Va ganet ec'h eus. Troet o deus o c'hein ouzhin ha nann o dremm, hag en amzer o gwalleur e lavaront: Sav ha savete ac'hanomp!
Me az savo c'hoazh, hag e vi savet, o gwerc'hez Israel! Kinklet e vi c'hoazh gant da daboulinoù, hag ez i er-maez e-touez korolloù laouen.
Distruj war zistruj a zo embannet, rak an holl vro a zo gwastet. Va zeltennoù a zo gwastet a-daol-trumm, ha va zinelloù en ur par berr.
An hini lorc'hus a vrañsello hag a gouezho, ha den n'adsavo anezhi, hag ec'h enaouin un tan en he c'hêrioù. Lonkañ a raio hec'h holl drowardroioù.
hag e lavari: Evel-se e vo beuzet Babilon, ha n'adsavo ket eus an droug ez an da lakaat da zont warni. Bec'hiet e vint! Betek amañ emañ komzoù Jeremiaz.
Lavarout a ri dezho: Evel-henn e komz AOTROU: Mar kouezher, ha ne adsaver ket? Mar distroer, ha ne zeuer ket en-dro?
Rak ar marv a zo pignet dre hor prenestroù, deuet eo en hor palezioù, o lazhañ ar vugale er straedoù hag an dud yaouank el leurennoù.
Ha ne gastizin ket anezho evit an traoù-se, eme an AOTROU, ha n'en em veñjo ket va ene eus un hevelep broad?
Petore testeni a ginnigin dit? Gant petra ez keñveriin, merc'h Jeruzalem? Ouzh petra ez hañvalin evit da frealziñ, gwerc'hez merc'h Sion? Rak da c'houli a zo bras evel ar mor, ha piv az pareo?
Goude daou zevezh hol lakaio da advevañ, ha d'an trede devezh hon adsavo, hag e vevimp dirazañ.
Ar re a dou dre bec'hed Samaria hag a lavar: Ra vevo da zoue Dan! Ra vevo hent Beer-Sheba! a gouezho ha n'adsavint ken.
En amzer-se ec'h adsavin tabernakl David a zo kouezhet, aozañ a rin ar freuzoù ha sevel an diskaroù, hag ec'h adsavin anezhañ evel ma oa en deizioù a-wechall,