Distro, ha lavar da Ezekiaz rener va fobl: Evel-henn e komz an AOTROU, Doue David da dad: Klevet em eus da bedenn, gwelet da zaeroù, setu ez an da yac'haat ac'hanout. A-benn tri deiz e pigni da di an AOTROU,
Va lakaet ec'h eus da welout meur a estrenvan ha meur a boan, hag e tistroez da reiñ ar vuhez din, ha va lakaez da bignat er-maez eus donderioù an douar.
Da re varv a vevo! Va c'horf marv a savo! Dihunit ha kanit gant levenez, tud ar boultrenn! Rak da c'hlizhenn a zo evel glizhenn ar sklêrijenn, hag an douar a roio en-dro ar re aet da get.
Sklêrijenn al loar a vo evel sklêrijenn an heol, ha sklêrijenn an heol a vo seizh gwech vrasoc'h, evel sklêrijenn seizh deiz, pa lieno an AOTROU gouli e bobl, ha pa bareo ar gloazioù graet dre e daolioù.
Me a baeo o daspren eus galloud lec'h ar marv, me o daspreno eus ar marv. O marv, pelec'h emañ da vosennoù? Lec'h ar marv, pelec'h emañ da zistruj? Ar geuzidigezh a zo kuzhet ouzh va daoulagad.