Ar rederien a yeas eta gant lizhiri a-berzh ar roue hag e bennoù, dre holl Israel ha Juda, en ur lavarout hervez m'en doa gourc'hemennet ar roue: Mibien Israel, distroit d'an AOTROU Doue Abraham, Izaak hag Israel, hag e teuio etrezek ennoc'h, an nemorant a zo tec'het eus dorn roue Asiria.
Va lakaet ec'h eus da welout meur a estrenvan ha meur a boan, hag e tistroez da reiñ ar vuhez din, ha va lakaez da bignat er-maez eus donderioù an douar.
Meur a bobl a zeuio hag a lavaro: Deuit ha pignomp da venez an AOTROU, da di Doue Jakob; kelenn a raio deomp e hentoù, hag e kerzhimp en e wenodennoù, rak al lezenn a zeuio eus Sion, ha komz an AOTROU eus Jeruzalem.
Sellout a reot evel dic'hlan ar golo arc'hant eus ho skeudennoù kizellet, hag ar gwiskad aour eus ho skeudennoù teuzet. O zeurel a ri pell evel un hudurniezh, hag e lavari dezho: Er-maez ac'hann!
Sklêrijenn al loar a vo evel sklêrijenn an heol, ha sklêrijenn an heol a vo seizh gwech vrasoc'h, evel sklêrijenn seizh deiz, pa lieno an AOTROU gouli e bobl, ha pa bareo ar gloazioù graet dre e daolioù.
Deuet int war-raok evit stourm ouzh ar Galdeiz, hag ez eo an tiez leun a gorfoù marv tud am eus skoet ganto em c'hounnar hag em fulor, hag en abeg d'o holl zrougiezh e kuzhan va dremm ouzh ar gêr-mañ.
En deizioù-se, en amzer-se, eme an AOTROU, mibien Israel a zeuio, int ha mibien Juda a-gevret. Kerzhout a raint en ur ouelañ, hag e klaskint an AOTROU o Doue.
Goulenn a raint hent Sion, hag e troint o selloù etrezek enni, o lavarout: Deuit, en em stagit ouzh an AOTROU, dre un emglev peurbadus na vo ket ankounac'haet.
Goude-se, mibien Israel a zistroio, hag e klaskint an AOTROU o Doue ha David o roue. Hag e teuint gant doujañs da gavout an AOTROU hag e vadelezh, en deizioù diwezhañ.
Met mar deu an aberzhour ha mar gwel penaos ne vo ket astennet ar gouli en ti goude ma’z eo bet induet an ti, an aberzhour a zisklêrio an ti glan, rak ar gouli a zo pareet.
Gwelit bremañ penaos eo me va-unan eo me, ha penaos n'eus doue all ebet nemedon. Me a ra mervel ha bevañ, me a c'hloaz hag a yac'ha, ha n'eus den hag a c'hell dieubiñ eus va dorn.
Samuel a gomzas ouzh holl di Israel o lavarout: Mar distroit a holl galon d'an AOTROU , lamit eus ho touez an doueoù estren hag Astarte, ha distroit ho kalon etrezek an AOTROU , servijit-eñ hepken, hag ho tieubiñ a raio eus dorn ar Filistined.