Ar Filistined o doa ivez sailhet war gêrioù ar blaenenn ha kreisteiz Juda, hag o doa tapet Bet-Shemesh, Ajalon, Gederod, Soko hag he c'hêriadennoù tro-dro, Gimzo hag he c'hêriadennoù tro-dro, hag e tiazezjont enno.
Neuze an AOTROU a gasas a-enep dezho pennoù arme roue Asiria, a dapas Manase evit e lakaat ouzh an hern, hag e voe ereet gant ur chadenn arem doubl, hag e voe kaset da Vabilon.
Ho pro a zo glac'haret, ho kêrioù a zo kuzumet gant an tan. Emañ diavaezidi o plaouiañ war ho touaroù dindan ho taoulagad, pep tra a zo glac'haret evel goude un distruj graet gant diavaezidi.
Mika ar Morastad a brofedas en deizioù Ezekiaz roue Juda, hag a gomzas da holl bobl Juda o lavarout: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Sion a vo aret evel ur park, Jeruzalem a vo troet en ur bern distruj, menez an templ e lec'hioù uhel ur goadeg.
en abeg d'an droug o deus graet evit va c'hounnariñ, o vont da ginnig ezañs ha da servijañ doueoù all, n'o deus ket anavezet, nag int, na c'hwi, nag ho tadoù.
He saotradur a oa e pleg he sae, n'eo ket bet prederiet gant he diwezh. Izelaet en un doare souezhus, nikun n'he frealz. Sell, AOTROU, va glac'har! An enebour a gemer lorc'h.
Hag e lavaras din: Mab an den, hag ec'h eus gwelet ar pezh a ra henaourien ti Israel en deñvalijenn, pep hini en e gambr skeudennoù? Rak e lavaront: An AOTROU ne wel ket ac'hanomp, an AOTROU en deus dilezet ar vro.
Hag e lavaras din: Direizhder ti Israel ha Juda a zo bras dreist pep muzul, hag ar vro a zo leun a wad, kêr a zo leun a falloni. Rak e lavaront: An AOTROU en deus dilezet ar vro, an AOTROU ne wel ket.
Treiñ a reont, met n'eo ket d'an Uhel. Bez' ez int evel ur wareg touellus. O fennoù a gouezho dre ar c'hleze, en abeg da zroug o zeod. Kement-se a droio dezho e goapaerezh e bro Ejipt.
Setu perak en abeg deoc'h, Sion a vo troet he douar evel ur park, Jeruzalem a zeuio da vezañ ur bern rivinoù, ha menez an ti ur c'hrec'h goloet a goadeg.
Re c'hlan eo da zaoulagad evit gwelout an droug, ha ne c'hellez ket sellout ouzh ar fallagriezh. Perak e sellfes ouzh a re fall hag e tavfes, pa lonk an hini drouk unan reishoc'h egetañ?
evit dougen e varn war an holl dud, hag evit kendrec’hiñ an holl dud na zouj ket Doue eus an holl oberoù a zizoujañs-Doue o deus graet hag eus an holl draoù kunujus o deus ar bec’herien na zouj ket Doue lavaret a-enep dezhañ.