Izaia 3:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
9 Doare o dremm a ro testeni a-enep dezho; evel Sodom ec'h embannont o fec'hed, ha n'en kuzhont ket. Gwalleur d'o ene! Dre ma kempennont poanioù dezho o-unan.
An deiz war-lerc'h, an hini henañ a lavaras d'an hini yaouankañ: Setu, kousket em eus en noz tremenet gant va zad, roomp gwin da evañ dezhañ c'hoazh en noz-mañ. Neuze kae ha kousk gantañ evit ma virimp gouenn hon tad.
Lavarout a ra an AOTROU: Dre ma'z eo lorc'hus merc'hed Sion, ha ma kerzhont ar gouzoug astennet, oc'h ober sin gant o daoulagad, dre ma kerzhont a gammedoù bihan, o lakaat da dintal o c'helc'hioù-treid,
Da zrougiezh az kastizo, da zianzavadur az kourdrouzo, hag e ouezi hag e weli ez eo un dra fall ha c'hwerv, ma az pefe dilezet an AOTROU da Zoue, ha ma ne vefe ket va doujañs ennout, eme an Aotrou AOTROU an armeoù.
Hag o deus bet mezh da vezañ graet traoù euzhus? Nann, n'o deus bet mezh ebet a gement-se, ha n'ouzont ket petra eo ruziañ. En abeg da-se e kouezhint gant ar re a gouezh, ha pa rin war o zro e vint diskaret, eme an AOTROU.
Hag o deus bet mezh da vezañ graet traoù euzhus? Nann, n'o deus bet mezh ebet a gement-se, ha n'ouzont ket petra eo ruziañ. En abeg da-se e kouezhint gant ar re a gouezh, hag e vint diskaret da vare ma rin war o zro, eme an AOTROU.
Setu amañ direizhder da c'hoar Sodom: lorc'hentez. Bez' he doa fonnusted a vara ha didalvoudegezh vak, hi hag he merc'hed, met n'he deus ket nerzhekaet dorn an ezhommeg hag ar paour.
ha diwar-benn an dek korn a oa war e benn, ha diwar-benn an hini all a zeue eus o c'hreiz, hag a oa diframmet dirazañ tri all, hag en doa lagadoù hag ur genoù a lavare traoù lorc'hus, hag a seblante brasoc'h eget e genseurted.
Ha Samuel a lavaras: Degasit din Agag roue Amalek. Hag Agag a zeuas davetañ o kaout doare da vezañ laouen, dre ma lavare: A-dra-sur c'hwervoni ar marv a zo aet kuit.