Bremañ na reudit ket ho kouzoug evel ho tadoù, astennit ho torn etrezek an AOTROU, deuit d'e santual en deus santelaat evit biken, servijit an AOTROU ho Toue, hag e fulor entanet a zistroio diouzhoc'h.
Adlezenn 31:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned rak anavezout a ran da zisentidigezh ha da c'houzoug reut. Setu, e-pad ma'z on c'hoazh hiziv bev ganeoc'h, ez oc'h disentus ouzh an AOTROU, pegement mui ne viot ket goude va marv! |
Bremañ na reudit ket ho kouzoug evel ho tadoù, astennit ho torn etrezek an AOTROU, deuit d'e santual en deus santelaat evit biken, servijit an AOTROU ho Toue, hag e fulor entanet a zistroio diouzhoc'h.
Met int, hon tadoù, a zo bet lorc'hus gant o gouzoug reut, ha n'o deus ket selaouet da c'hourc'hemennoù.
O douget ec'h eus da zont en-dro da'z lezenn, met kendalc'het o deus el lorc’hentez, hep selaou da c'hourc'hemennoù, ha pec'het o deus a-enep da varnedigezhioù, a laka da vevañ an hini a ra diouto. Tennet o deus ur skoaz a-dreñv, reudet o gouzoug, ha n'o deus ket selaouet.
Met kenderc'hel a reont da bec'hiñ a-enep dezhañ, o sevel a-enep an Uhel-Meubet er gouelec'h.
ha ma ne vint ket, evel o zadoù, ur rummad diroll ha disent, ur rummad na oa ket tuet mat o galon ha na oa ket feal da Zoue o spered.
Rak ur bobl disent ez int, mibien c'haouiat, mibien na fell ket dezho selaou lezenn an AOTROU,
Rak gouzout a raen e oas kaledet, e oa da c'houzoug ur sparl-houarn, ha da dal un tamm-arem,
Met ar vibien en em savas a-enep din, ne gerzhjont ket hervez va reolennoù, ne virjont ket va barnedigezhioù evit ober diouto, ha ma ra hervezo an den e vevo drezo, disakret o deus va deizioù sabad. Neuze em eus soñjet skuilhañ va fulor warno ha seveniñ va c'hounnar a-enep dezho er gouelec'h.
Tud a c’houzoug reut, diamdroc’h a galon hag a zivskouarn, stourm a rit bepred ouzh ar Spered-Santel. C’hwi a zo heñvel ouzh ho tadoù.
Kemerit levr al lezenn-mañ, lakait anezhañ e-kichen arc'h emglev an AOTROU ho Toue, hag e vo eno evel test a-enep dit,
Lavaret en deus: Kuzhat a rin va dremm outo, hag e welin penaos e vo o diwezh, rak ur rummad fall ez int, mibien diskredik.
An AOTROU a gomzas o lavarout: Sellet em eus ouzh ar bobl-mañ, ha setu, eo ur bobl a c'houzoug reut.
P'en devo o c'haset kuit an AOTROU da Zoue dirazout, ne lavari ket ez kalon: En abeg da'm reizhder eo en deus degaset ac'hanon an AOTROU da berc'hennañ ar vro-mañ. Rak en abeg da zrougiezh ar pobloù-se eo e kas anezho kuit an AOTROU dirazout.
Met ma ne sentit ket ouzh mouezh an AOTROU , ha mar bezit disentus ouzh gourc'hemenn an AOTROU , dorn an AOTROU a vo a-enep deoc'h evel m'eo bet a-enep ho tadoù.