Jehojada, a reas un emglev etre an AOTROU, ar roue hag an holl bobl, ma vefent pobl an AOTROU; hag e reas unan etre ar roue hag ar bobl.
Adlezenn 29:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned evit mont e-barzh emglev an AOTROU da Zoue, a ra gant le an AOTROU da Zoue ganit hiziv, |
Jehojada, a reas un emglev etre an AOTROU, ar roue hag an holl bobl, ma vefent pobl an AOTROU; hag e reas unan etre ar roue hag ar bobl.
Me a gemero ac'hanoc'h evit va fobl, hag e vin ho Toue, hag ec'h anavezot ez on an AOTROU ho Toue, an hini a denn ac’hanoc’h a-zindan bec'hioù an Ejipsianed.
Kemeret ec'h eus da vibien ha da verc'hed az poa ganet din, hag aberzhet ec'h eus anezho da vezañ lonket. Ha re nebeut e oa da c'hastaouerezh?
Setu, lakaet em eus ar vro dirazoc'h, kit ha dalc'hit ar vro en doa touet an AOTROU reiñ d'ho tadoù, da Abraham, da Izaak, da Jakob ha d'o lignez war o lerc'h.
Lakaet ec'h eus an AOTROU da lavarout hiziv e vo da Zoue, hag e kerzhi en e hentoù, hag e viri e reolennoù, e c'hourc'hemennoù hag e varnedigezhioù, hag e senti ouzh e vouezh.
Diazezet e vi evel ur bobl santel gant an AOTROU, evel m'en deus touet dit, ma virez gourc'hemennoù an AOTROU da Zoue ha ma kerzhez en e hentoù.
ho pugale, ho kwragez, da ziavaeziad a zo e-barzh da gamp, adalek da faouter koad betek da denner dour,
a-benn lakaat ac'hanout hiziv evel e bobl, hag eñ a vo da Zoue, evel m'en deus lavaret dit hag evel m'en deus touet da'z tadoù, da Abraham, da Izaak ha da Jakob.
Jozue a reas un emglev gant ar bobl en deiz-se, hag e roas dezho reolennoù ha barnedigezhioù e Sichem.