Hag e lavarjont dezho: Kit, debrit kig lart hag evit traoù dous, kasit lodennoù d'ar re n'o deus aozet netra, rak an deiz-mañ a zo santelaet d'hon Aotrou; na vezit ket eta glac'haret, rak levenez an AOTROU eo ho nerzh.
Adlezenn 26:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag e laouenai gant al Leviad ha gant an diavaeziad a vo ez touez, evit an holl vadoù roet dit ha da'z tiegezh gant an AOTROU da Zoue. |
Hag e lavarjont dezho: Kit, debrit kig lart hag evit traoù dous, kasit lodennoù d'ar re n'o deus aozet netra, rak an deiz-mañ a zo santelaet d'hon Aotrou; na vezit ket eta glac'haret, rak levenez an AOTROU eo ho nerzh.
Anavezet em eus n'eus netra gwelloc'h evit un den eget bezañ laouen hag aes e-pad e vuhez.
Ha ra zebro hag evo pep hini, ha ra vo laouen e-kreiz e holl labour, un donezon digant Doue eo.
Setu ar pezh am eus gwelet: un dra vat ha dudius eo evit an den debriñ, evañ ha bezañ laouen, e-kreiz e holl labour en deus graet dindan an heol, e-pad deizioù e vuhez a ro Doue dezhañ, ar pezh a zo e lodenn.
En deiz ar mad, bez laouen, hag en deiz an dristidigezh, taol evezh; graet en deus Doue an eil evel egile, evit na gavo an den netra eus ar pezh a vo war e lerc'h.
va servijerien a gano gant levenez en o c'halon ha c'hwi a huanado gant glac'har en ho kalon hag e yudot gant poanioù en ho spered.
Pegen bras e vo o c'haerder hag o sked! Ar gwinizh a raio d'an dud yaouank kreskiñ, hag ar gwin nevez d'ar plac'hed yaouank.
Mar hon eus hadet evidoc’h ar madoù speredel, hag ur gwall dra e vefe deomp mediñ diganeoc’h ar madoù kigel?
Eno e laouenaiot dirak an AOTROU ho Toue, c'hwi, ho mibien, ho merc'hed, ho servijerien, ho mitizhien, hag al Leviad a vo e-barzh ho torojoù, rak n'en deus na lodenn na hêrezh ganeoc'h.
Debriñ a ri anezho dirak an AOTROU da Zoue, el lec'h dibabet gant an AOTROU da Zoue, te, da vab, da verc'h, da servijer, da vatezh, hag al Leviad a vo e-barzh da zorojoù, hag e laouenai dirak an AOTROU da Zoue eus an holl draoù en devo resevet da zaouarn.
Eno e tebrot dirak an AOTROU ho Toue hag e laouenaiot, c'hwi hag ho tiegezhioù, eus an holl draoù en devo resevet ho taouarn hag en devo ho penniget an AOTROU ho Toue drezo.
Hag e laouenai dirak an AOTROU da Zoue, te, da vab, da verc'h, da servijer, da vatezh hag al Leviad a vo e-barzh da zorojoù, an diavaeziad, an emzivad hag an intañvez a vo ez touez, el lec'h en devo dibabet an AOTROU da Zoue evit lakaat e anv da chom ennañ.
Kinnig a ri aberzhoù a drugarekadennoù, hag e tebri eno, hag e laouenai dirak an AOTROU da Zoue.
Dre ma ne'z po ket servijet an AOTROU da Zoue gant levenez hag a galon vat e-barzh leunder a bep tra,