Evel-se, holl vodadeg ar re a oa deuet diouzh an harlu a reas logelloù, hag ec'h azezjont el logelloù-se. Mibien Israel n'o doa ket graet un hevelep tra abaoe deizioù Jozue mab Nun, betek an deiz-se. Hag e voe ul levenez vras.
Adlezenn 16:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned E-pad seizh devezh e ri ar gouel d'an AOTROU da Zoue el lec'h dibabet gant an AOTROU, rak an AOTROU da Zoue a vennigo ac'hanout ez holl eostoù hag e kement a ri gant da zaouarn, hag e vi leun a levenez. |
Evel-se, holl vodadeg ar re a oa deuet diouzh an harlu a reas logelloù, hag ec'h azezjont el logelloù-se. Mibien Israel n'o doa ket graet un hevelep tra abaoe deizioù Jozue mab Nun, betek an deiz-se. Hag e voe ul levenez vras.
evel deizioù m'o doa diskuizhet ar Yuzevien eus o enebourien, hag evel ar miz ma voe kemmet o enkrez e levenez hag o c'hañv e devezh gouel, hag ober anezho devezhioù fest ha levenez, ma kaser profoù an eil d'egile ha ma reer donezonoù d'ar beorien.
met klask a reot anezhañ el lec'h en devo dibabet an AOTROU ho Toue a-douez hoc'h holl veuriadoù, evit lakaat e anv da chom ennañ; dont a ri eno.
hag e ri gouel ar sizhunioù d'an AOTROU da Zoue, o kinnig eus da zorn ur prof a-youl-vat, hervez m'en devo benniget ac'hanout an AOTROU da Zoue.
Hag e laouenai oc'h ober ar gouel, te, da vab, da verc'h, da servijer, da vatezh, al Leviad, an diavaeziad, an emzivad hag an intañvez a vo e-barzh da zorojoù.
Teir gwech er bloaz, pep gwaz ac'hanoc'h en em gavo dirak an AOTROU ho Toue, el lec'h dibabet gantañ, da ouel ar bara hep goell, da ouel ar sizhunioù ha da ouel al logelloù, ha n'en em ziskouezo ket er c'houllo dirak an AOTROU.
Gourc'hemenn a ran dit hiziv karout an AOTROU da Zoue, kerzhout en e hentoù, mirout e c'hourc'hemennoù, e reolennoù hag e varnedigezhioù, evit ma vevi ha ma kreski, hag e vennigo ac'hanout an AOTROU da Zoue er vro ma'z ez e-barzh d'he ferc'hennañ.
Da garout a raio, da vennigañ ha da greskiñ, bennigañ a raio frouezh da gof ha frouezh da zouar, da winizh, da win ha da eoul, klodadoù da saout ha da zeñved, war an douar en deus touet da'z tadoù reiñ dit.