Adlezenn 13:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned n'asanti ket dezhañ ha ne selaoui ket anezhañ. Da lagad a vo didruez, n'esperno ket anezhañ, ne c'holoi ket anezhañ, |
Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU; saotret ac'h eus va santual gant da holl draoù kasonius ha da holl euzhusterioù, neuze me ivez en em denno, va lagad n'esperno ket ac'hanout, hag e vin didruez.
a-douez doueoù ar pobloù a zo en-dro, tost pe pell, adalek penn an douar betek dibenn an douar,
An AOTROU a stlabezo ac'hanout e-touez an holl bobloù, adalek penn an douar betek dibenn an douar, hag e serviji eno doueoù all na'z po ket anavezet, na te na da dadoù, koad ha maen.
Aberzhet o deus da ziaouled ha n'int ket Doue, da zoueoù n'anavezent ket, nevez deuet abaoe nebeut ha ne oant ket bet doujet gant o zadoù.
Distrujañ a ri an holl bobloù a roio dit an AOTROU da Zoue, da lagad a vo didruez ha ne serviji ket o doueoù, rak ur stign e vefe evidout.
p'en devo o roet dit an AOTROU da Zoue, hag ez po o filet, e lakai anezho da verz, ne ri ket a emglev ganto, ne'z po ket truez outo,
Neuze mibien Israel a reas adarre an droug dirak daoulagad an AOTROU, hag e servijjont ar Baaloù hag Ashtarod, doueoù Siria, doueoù Sidon, doueoù Moab, doueoù mibien Ammon ha doueoù ar Filistined. Hag e tilezjont an AOTROU ha ne servijjont ken anezhañ.