Ar reolennoù, ar barnedigezhioù, al lezenn hag ar gourc'hemennoù en deus skrivet evidoc'h, a virot, hag e reot diouto da viken, ha ne zoujot ket doueoù all.
Adlezenn 12:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mirout a reot an holl draoù a c'hourc'hemennan dit hag e reot diouto, ha ne lakaiot netra ouzhpenn enno ha ne lammot netra diouto. |
Ar reolennoù, ar barnedigezhioù, al lezenn hag ar gourc'hemennoù en deus skrivet evidoc'h, a virot, hag e reot diouto da viken, ha ne zoujot ket doueoù all.
Na laka netra ouzhpenn er gerioù-mañ, gant aon na reprenfe ac'hanout ha na vefes kavet gaouiat.
An AOTROU a lavaras din: Mab an den, taol evezh, sell gant da zaoulagad, selaou gant da zivskouarn kement ez an da lavarout dit diwar-benn holl reolennoù ti an AOTROU hag e holl lezennoù. Ha taol evezh ouzh digor an ti hag ouzh holl doulloù-dor ar santual.
hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc’hemennet deoc’h. Ha setu, emaon ganeoc’h bemdez betek fin ar bed. Amen.
pa ec'h eus sentet ouzh mouezh an AOTROU da Zoue, o virout e holl c'hourc'hemennoù a gemennan dit hiziv, hag oc'h ober ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU da Zoue.
gant ma viri an holl c'hourc'hemennoù a gemennan dit hiziv ha ma ri diouto, evit karout an AOTROU da Zoue ha kerzhout atav en e hentoù, e lakai c'hoazh teir c'hêr war an teir-se,
Ne lakaiot netra ouzhpenn er c'homzoù a gemennan deoc'h ha ne lammot netra diouto, met mirout a reot gourc'hemennoù an AOTROU ho Toue a gemennan deoc'h.
En em galoneka ha bez kreñv-meurbet, evit ober diouzh an holl lezenn en deus kemennet dit Moizez va servijer; ne zistroi nag a-zehou nag a-gleiz, evit ober berzh dre holl ma'z i.