2 Samuel 7:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel-se out bras, AOTROU Doue! Rak nikun n'eo heñvel ouzhit, ha n'eus Doue all ebet nemedout, hervez kement hon eus klevet gant hon divskouarn. |
hag e lavaras: O AOTROU Doue Israel! N'eus Doue ebet eveldout, na d'an nec'h en neñvoù na d'an traoñ war an douar, o virout an emglev hag an drugarez e-keñver da servijerien a gerzh dirazout a-greiz o holl galon.
hag evit ma tisklêrii da'z mab ha da vab da vab an traoù am bo graet war an Ejipsianed hag ar sinoù am bo graet en o c'hreiz, ha ma ouiot ez on me an AOTROU .
Piv a zo eveldout e-touez an doueoù, o AOTROU? Piv a zo eveldout meurdezus e santelezh, din a veuleudioù, oc'h ober burzhudoù?
Eñ a respontas: A-benn warc'hoazh. Ha Moizez a lavaras: Graet e vo hervez da gomz, evit ma ouezi penaos n'eus hini ebet heñvel ouzh an AOTROU hon Doue.
Aaron a astennas e zorn war doureier an Ejipt, hag ar raned a bignas hag a c'holoas bro Ejipt.
rak ar wech-mañ e kasin va holl c'houlioù war da galon, war da servijerien ha war da bobl, evit ma ouezi penaos n'eus hini ebet heñvel ouzhin war an douar holl.
Rak evel-henn e komz an AOTROU, an hini en deus graet an neñvoù, eñ an Doue en deus stummet an douar, hag e c'hraet hag e ziazezet, ha n'eo ket bet graet evit bezañ goullo met stummet evit kaout annezidi: Me eo an AOTROU, n'eus ket unan all.
Troit ouzhin hag e viot salvet, c'hwi holl pennoù an douar, rak me a zo Doue ha n'eus ket unan all.
Me eo an AOTROU, n'eus ket unan all, n'eus doue ebet estregedon. Da c'hourizet em eus pa n'anavezes ket ac'hanon,
Setu perak, lavar da di Israel: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ne ran ket kement-mañ en abeg deoc'h, ti Israel, met en abeg da'm anv santel hoc'h eus disakret e-touez ar broadoù ma oant aet en o c'hreiz.
Ne ran ket kement-se abalamour deoc'h, eme an Aotrou AOTROU, ra vo anavezet ganeoc'h! Bezit mezhek ha pinous diouzh hoc'h hentoù, o ti Israel!
evel ma ec'h eus gwelet gant ar maen a zistagas eus ar menez hep sikour dorn ebet, hag en deus bruzunet an houarn, an arem, an arc'hant hag an aour. An Doue bras en deus roet da anavezout d'ar roue ar pezh a c'hoarvezo amañ war-lerc'h. An huñvre a zo gwirion, hag e zisklêriadenn a zo diarvar.
Piv a zo un Doue heñvel ouzhit, hag a bardon an direizhder hag a dremen dreist pec'hed an nemorant eus e hêrezh? Ne vir ket da viken e gounnar, rak trugarez a blij dezhañ.
Aotrou AOTROU, kroget ec'h eus da ziskouez da'z servijer da vraster ha da zorn kreñv, rak pehini eo an doue, en neñv ha war an douar, a c'hellfe seveniñ oberennoù ha burzhudoù heñvel ouzh da re?
Gwelit bremañ penaos eo me va-unan eo me, ha penaos n'eus doue all ebet nemedon. Me a ra mervel ha bevañ, me a c'hloaz hag a yac'ha, ha n'eus den hag a c'hell dieubiñ eus va dorn.
Diskouezet eo bet dit evit ma'c'h anavezi penaos eo Doue an AOTROU, ha n'eus hini all ebet nemetañ.
Gouez eta hiziv ha merk ez kalon penaos eo Doue an AOTROU, d'an nec'h en neñv ha d'an traoñ war an douar, ha n'eus hini all ebet nemetañ,
Nikun n'eo santel evel an AOTROU , n'eus hini all ebet nemedout, n'eus roc'h ebet evel hon Doue.