Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mika 7:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Piv a zo un Doue heñvel ouzhit, hag a bardon an direizhder hag a dremen dreist pec'hed an nemorant eus e hêrezh? Ne vir ket da viken e gounnar, rak trugarez a blij dezhañ.

Ver Capítulo Copiar




Mika 7:18
80 Referencias Cruzadas  

Ma rez mat, ha ne adsavi ket? Met ma ne rez ket mat, ar pec'hed a zo gourvezet ouzh an nor, hag e c'hoant a zo troet war-zu ennout. Ret eo dit ren warnañ.


hag e lavaras: O AOTROU Doue Israel! N'eus Doue ebet eveldout, na d'an nec'h en neñvoù na d'an traoñ war an douar, o virout an emglev hag an drugarez e-keñver da servijerien a gerzh dirazout a-greiz o holl galon.


Rak mar distroit d'an AOTROU, ho preudeur hag ho mibien a gavo trugarez e-kichen ar re o deus o zapet evit an harlu, hag e tistroint d'ar vro-mañ, rak an AOTROU ho Toue a zo truezus ha trugarezus, ha ne zistroio ket e zremm diouzhoc'h, mar troit davetañ.


Selaou goulennoù da servijer ha da bobl Israel pa bedint el lec'h-mañ, selaou anezho eus an neñvoù, eus al lec'h emaout o chom, selaou ha pardon!


N'eo ket fellet dezho sentiñ ha n'o deus ket bet soñj eus ar burzhudoù az poa graet en o c'heñver. Met e reudjont o gouzoug, hag en o disentidigezh, e tibabjont ur penn evit distreiñ d'ar sklavelezh. Met te a zo un Doue a bardon, trugarezus ha truezus, gorrek da gounnariñ ha fonnus e madelezh, ha ne'c'h eus ket o dilezet.


Evel m'en deus un tad truez ouzh e vibien, en deus an AOTROU truez ouzh ar re a zouj anezhañ,


Met ar pardon a zo ez kichen, evit ma vi doujet.


Va holl eskern a lavaro: AOTROU, piv a zo heñvel ouzhit, te hag a zieub an den glac'haret eus an hini a zo nerzhusoc'h egetañ, ya, an den glac'haret hag ar paour eus an hini en diwisk?


O te hag a glev ar bedenn! Pep krouadur a zeuio betek ennout.


An direizhder en doa trec'het warnon, met te a bardono hon disentidigezh.


ha da reizhder savet uhel, o Doue! Ober a rez traoù bras, o Doue, piv a zo heñvel ouzhit?


Met te, Aotrou, a zo un Doue truezus ha trugarezus, gorrek da gounnariñ, fonnus e madelezh hag e fealded.


Rak, Aotrou, te a zo mat hag hegarat, leun a vadelezh evit an holl re a c'halv ac'hanout.


An neñvoù, o AOTROU, a veul da vurzhudoù, ha da fealded e bodadeg ar sent.


Doue a zo spouronus e bodadeg ar sent, spontusoc'h eget an holl re a zo en-dro dezhañ.


Piv a zo eveldout e-touez an doueoù, o AOTROU? Piv a zo eveldout meurdezus e santelezh, din a veuleudioù, oc'h ober burzhudoù?


Lavarout a reas: AOTROU , da bediñ a ran, mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, ra gerzho an AOTROU en hon touez, rak ur bobl eo a c'houzoug reut, pardon hon direizhder hag hor pec'hed, hon dalc'h evel da hêrezh.


Deuit ha divizomp! eme an AOTROU. Pa vefe ho pec'hedoù evel ar ruz-moug, e teuint gwenn evel an erc'h, ha pa vefent ruz evel al limestra, e teuint evel gloan.


Hini ebet eus ar re a zo o chom eno ne lavaro: Me 'zo klañv. Ar bobl o chom enni en deus bet ar pardon eus he direizhder.


Va c'hwervded vras a zo troet e peoc'h, karet ec'h eus va ene hag e dennet eus poull an distruj, rak taolet ec'h eus a-drek da gein va holl bec'hedoù.


Ouzh piv ec'h hañvalot Doue? Gant peseurt heñveledigezh e keñveriot anezhañ?


Ouzh piv ec'h hañvalot ac'hanon, da biv e vin par? eme ar Sant.


Me eo an hini a ziverk da zisentidigezh abalamour din-me, ha ne'm bo ken soñj eus da bec'hedoù.


Diverket em eus da zrougoberoù evel ur goabrenn deñval, ha da bec'hedoù evel ur goumoulenn. Distro davedon, rak da zasprenet em eus.


Ra zilezo an den drouk e hent, hag an den direizh e soñjoù, ha ra zistroio d'an AOTROU en devo truez outañ, d'hon Doue a bardon gant largentez.


Dre hirder da hent ez out aet skuizh, ha ne'c'h eus ket lavaret: En aner eo! Kavet ec'h eus nerzh ez torn, setu perak n'out ket kouezhet.


Ne dabutin ket da viken ha ne vin ket imoret atav, rak ar spered a sempl dirazon, hag an eneoù am eus krouet.


Evel ma timez un den yaouank gant ur werc'hez, da vibien a zimezo ganit, hag evel ma laouena an den nevez en e wreg yaouank, da Zoue a laouenaio ennout.


AOTROU, na gounnar ket, na zalc'h ket soñj da viken eus hon direizhder. Setu, sell, da bobl ez omp holl.


Hag e rin eus Jeruzalem va levenez hag eus va fobl va joa, ne vo ken klevet trouz a glemmvanoù na trouz a c'harmoù.


Kae ha youc'h ar c'homzoù-mañ etrezek an hanternoz, lavar: Distro, Israel an adfeilherez, eme an AOTROU, ha ne rin ket kouezhañ va c'hounnar warnoc'h, rak trugarezus on, eme an AOTROU, ne virin ket va c'hounnar da viken.


Ha mirout a raio bepred e vrouez? Hag he dalc'ho da viken? Evel-se e komzez, hag e rez an droug, hag e peurc’hra anezhañ.


Efraim, ha n'eo ket evidon ur mab karet? Ha ne'm eus ket lakaet ennañ va holl levenez? Rak adalek ma komzan diwar e benn, atav em eus soñj anezhañ. Setu perak va c'hreizon a zo fromet en e geñver, hag a-dra-sur em bo truez outañ, eme an AOTROU.


Den ne gelenno ken e nesañ, na den e vreur, en ur lavarout: Anavezit an Aotrou! Rak an holl am anavezo, adalek ar bihanañ betek ar brasañ anezho, eme an AOTROU, dre ma pardonin o direizhder ha ne'm bo ken soñj eus o fec'hed.


Hag em bo levenez en ur ober vad dezho, hag e plantin anezho er vro-mañ e wirionez, a-greiz va c'halon ha va holl ene.


Hag e c'hlanain anezho eus pep ober direizh o deus graet a-enep din, hag e pardonin o holl oberoù direizh o deus graet, o vezañ en em savet a-enep din drezo.


Ebed-Melek a yeas er-maez eus ti ar roue hag a gomzas ouzh ar roue o lavarout:


En deizioù-se, en amzer-se, eme an AOTROU, e vo klasket direizhder Israel, met ne vo ket kavet, ha pec'hedoù Juda, ha ne vint ket kavet, dre ma pardonin d'ar re am bo lezet e nemorant.


met an hini a fouge, ra fougeo gant kement-mañ: poellek eo, va anavezout a ra, hag e oar ez on an AOTROU, a ra trugarez, barnedigezh ha reizhder war an douar, rak en traoù-se e kavan plijadur, eme an AOTROU.


Hag e kavfen plijadur e marv an den fall? eme an Aotrou AOTROU. Ha ne vefe ket kentoc'h en e zistro diouzh e hentoù evit ma vevfe?


Lavar dezho: Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, ne gavan plijadur ebet e marv an den fall, met e distro an den fall diwar e hent, evit ma vevo. Distroit, distroit diwar hoc'h hent fall. Perak e varvfec'h, o ti Israel?


Ne vo ken soñj eus e holl bec'hedoù en deus graet, ober a ra ar pezh a zo reizh hag eeun, bevañ a raio a-dra-sur.


D'an Aotrou hon Doue eo an drugarez hag ar pardon, rak ni a zo en em savet a-enep dezhañ.


Kemerit ganeoc'h komzoù, ha distroit d'an AOTROU. Lavarit dezhañ: Pardon an holl zireizhder, hon degemer mat, kinnig a reomp dit evel aberzh koleoù meuleudi hor muzelloù.


Evel ar c'hlizhenn e vin evit Israel, bleuniañ a raio evel al lili, hag ec'h astenno e wrizioù evel al Liban.


Hag e c'hoarvezo ma vo salvet piv bennak a c'halvo anv an AOTROU, rak ar silvidigezh a vo war Venez Sion hag e Jeruzalem, evel m'en deus lavaret an AOTROU, hag e-touez an nemorant a vo galvet gant an AOTROU.


Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Edom, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'en deus redet war-lerc'h e vreur gant ar c'hleze, hag en deus mouget pep truez, dre m'en deus e gounnar roget hep paouez hag e fulor padet atav.


Hag an AOTROU a lavaras din: Petra a welez, Amoz? Hag e lavaris: Ul linenn. Hag an Aotrou a lavaras: Setu ez an da lakaat al linenn e-kreiz va fobl Israel, ha ne dremenin netra ken dezhi.


Hag e lavaras: Petra a welez, Amoz? Hag e lavaris: Ur banerad frouezh darev. Hag an AOTROU a lavaras: An diwezh a zo deuet evit va fobl Israel, ha ne dremenin netra ken dezhi.


Hag e pedas an AOTROU o lavarout: AOTROU! Ha n'eo ket-se a lavaren pa oan c'hoazh em bro? En abeg da-se eo e felle din da gentañ tec'hout da Darsiz. Rak gouzout a raen ez out un Doue trugarezus ha truezus, gorrek da gounnariñ ha fonnus e madelezh, hag ec'h eus keuz d'an droug.


Da zastum a rin holl, Jakob! Dastum a rin nemorant Israel, hag ho tastumin evel deñved ur park, evel un tropell e-kreiz e beurvan. Bez' e vo un trouz bras eus an engroez a dud.


hag e rin un nemorant gant ar re gamm, hag ur vroad c'halloudus gant ar re a zo bet pellaet; hag an AOTROU a reno warno, war venez Sion, a-dal neuze ha da viken.


Setu perak e tilezo anezho, betek an amzer ma wilioudo an hini a zle gwilioudiñ, ha nemorant e vreudeur a zistroio da gichen mibien Israel.


Mesa da bobl gant da wialenn, tropell da hêrezh a zo o chom e-unan er goadeg e-kreiz ar C'harmel. Ra beurint e Basan hag e Galaad, evel en deizioù gwechall.


An AOTROU da Zoue a zo ez kreiz, ar Galloudeg az saveteo. Laouen e vo en abeg dit eus ul levenez brasañ, ober a raio peoc'h en e garantez, laouenaet e vo diwar da benn gant ur c'han tridus.


N'en deus ket merzet direizhder e Jakob, n'en deus ket gwelet drougiezh en Israel. An AOTROU e Zoue a zo gantañ, hag e vez klevet eno youc'h ur roue.


Met ret mat e oa en em sederaat hag en em laouenaat, rak ar breur-mañ dit a oa marv hag eo distroet d’ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet.


Ha ret eo ma vo prezeget en e anv ar geuzidigezh ha pardon ar pec’hedoù e-touez an holl vroadoù, o vont da gentañ dre Jeruzalem.


Met peseurt respont a reas Doue dezhañ? Miret em eus din seizh mil den n’o deus ket pleget o glin dirak Baal.


N'eus hini hag a vefe heñvel ouzh Doue Jeshurun, a zeu da'z sikour douget war an neñvoù, ha war e goabrennoù en e veurdez.


rak ar varn a zo hep trugarez evit an hini n’en deus ket bet trugarezus. Met an drugarez a sav dreist ar varn.


Hag e lamjont eus o zouez an doueoù diavaeziek, evit servijañ an AOTROU. Truez en doe en e galon dirak glac'har Israel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos