Hag e lakain enebiezh etre te hag ar wreg, etre da lignez hag he lignez: houmañ a friko dit da benn, ha te he flemmo en he seul.
2 Samuel 3:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e voe ur brezel hir etre ti Saül ha ti David. David a yae war greñvaat, ha ti Saül a yae war zinerzhañ. |
Hag e lakain enebiezh etre te hag ar wreg, etre da lignez hag he lignez: houmañ a friko dit da benn, ha te he flemmo en he seul.
Seniñ a reas Joab er shofar, hag an holl bobl a arsavas, ne redjont ken war-lerc'h Israel, ha ne gendalc'hjont ken d'en em gannañ.
Va saveteiñ a rez eus daeloù va fobl, va mirout a rez evit bezañ penn ar broadoù, ur bobl n'anavezen ket a servij ac'hanon.
Setu amañ mibien David a zo bet ganet dezhañ en Hebron: ar c'hentañ-ganet Amnon eus Akinoam eus Jizreel, an eil Daniel eus Abigail eus Karmel,
Hag Haman a gontas da Zeresh e wreg ha da e holl vignoned kement a oa c'hoarvezet. Neuze e re fur ha Zeresh e wreg a lavaras: Mard eo Mardoke, ha te a grogas da gouezhañ dirazañ, eus gouenn ar Yuzevien, ne drec'hi ket warnañ, met kouezhañ a ri dirazañ.
Rak Mardoke a oa bras e ti ar roue, hag ar brud mat anezhañ en em strewe dre an holl broviñsoù, rak ez ae an den Mardoke war vrasaat.
Met an den reizh a gendalc'ho gant e hent, hag an hini glan e zaouarn a greñvaio muioc'h-muiañ.
O tremen dre draonienn an Daeroù, e reont diouti ur vammenn dour bev, ha glav an diskar-amzer he golo a vadoù.
Rak ar c’hig en deus c’hoantoù a-enep ar Spered, hag ar Spered en deus re a-enep ar c’hig, an daou a zo kontrol an eil d’egile en hevelep doare ma ne rit ket an traoù a fellfe deoc’h.
Rak n’eo ket a-enep ar c’hig nag ar gwad hon eus da stourm, met a-enep ar priñselezhioù, a-enep ar nerzhioù, a-enep mestroù an deñvalijenn eus ar bed-mañ, a-enep speredoù ar fallentez el lec’hioù uhel.
Me a sellas ha setu, ur marc’h gwenn en em gavas. An hini a oa pignet warnañ en doa ur wareg, roet e voe dezhañ ur gurunenn, hag ez eas kuit evel un trec’her evit trec’hiñ.