2 Samuel 2:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
32 Hag e kasjont Asael ganto, hag e sebeilhjont anezhañ e bez e dad e Betlehem. Ha Joab hag e dud a gerzhas an nozvezh-pad, ha da c'houloù-deiz ec'h errujont en Hebron.
Pa dostaas deiz marv Israel, e c'halvas e vab Jozef hag e lavaras: Mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, laka, me az ped, da zorn dindan va morzhed ha diskouez em c'heñver madelezh ha fealded: Da bediñ a ran, na sebeilh ket ac'hanon en Ejipt.
hag e voe sebeliet er bez en doa kleuzet evitañ e kêr David. Gourvezet e voe war ur gwele leuniet a louzoù-frondus hag a c'hwezhioù-mat kempennet hervez arz ar frondour, hag e voe devet evitañ un niver bras-meurbet anezho.