31 Met tud David o doa skoet d'ar marv tri c'hant tri-ugent den eus Benjamin hag eus tud Abner.
Joab a zistroas eus redek war-lerc'h Abner, ha p'en doe dastumet an holl bobl, e voe kavet ma vanke e-touez tud David, naontek den hag Asael.
Hag e kasjont Asael ganto, hag e sebeilhjont anezhañ e bez e dad e Betlehem. Ha Joab hag e dud a gerzhas an nozvezh-pad, ha da c'houloù-deiz ec'h errujont en Hebron.
Hag e voe ur brezel hir etre ti Saül ha ti David. David a yae war greñvaat, ha ti Saül a yae war zinerzhañ.
Ha roue Israel a respontas: Lavarit dezhañ: Arabat d'an hini a wisk e c'houriz fougasiñ evel an hini a ziwisk anezhañ.