Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Efeziz 6:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Rak n’eo ket a-enep ar c’hig nag ar gwad hon eus da stourm, met a-enep ar priñselezhioù, a-enep ar nerzhioù, a-enep mestroù an deñvalijenn eus ar bed-mañ, a-enep speredoù ar fallentez el lec’hioù uhel.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

12 Rag n’e ket a‐enep ar c’hig hag ar goad hon euz da gombati, mes a‐enep ar princelezou, a‐enep ar puissansou, a‐enep prinsed an devalijen euz ar bed‐man, a‐enep ar puissansou spirituel euz an droug el leac’hiou celestiel.

Ver Capítulo Copiar




Efeziz 6:12
25 Referencias Cruzadas  

An AOTROU a lavaras da Satan: A belec'h e teuez? Satan a respontas d'an AOTROU o lavarout: Eus redek amañ hag ahont war an douar hag eus pourmen eno.


Jezuz, oc’h adkemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Eürus out, Simon mab Jona, rak n’eo ket ar c’hig nag ar gwad o deus diskuliet kement-mañ dit, met va Zad a zo en neñvoù.


met prederioù ar bed-mañ, tromplerezh ar pinvidigezhioù ha c’hoantoù a bep seurt evit an traoù all o tont warno a voug ar ger hag e teu da vezañ difrouezh.


Poagnit da vont e-barzh dre an nor strizh. Rak, me a lavar deoc’h, kalz a glasko mont e-barzh ha ne c’hellint ket.


Bemdez e oan en ho touez en templ, ha n’hoc’h eus ket lakaet ho taouarn warnon. Met houmañ eo hoc’h eur ha galloud an deñvalijenn.


Bremañ en em ra barnedigezh ar bed-mañ, bremañ priñs ar bed-mañ a vo taolet er-maez.


Ne gomzin ken kalz ganeoc’h, rak priñs ar bed-mañ a zeu. Ha n’en deus netra ennon.


ar varnedigezh, dre ma’z eo bet barnet priñs ar bed-mañ.


da zigeriñ o daoulagad ha d’o lakaat da dremen eus an deñvalijenn d’ar sklêrijenn hag eus galloud Satan da Zoue, evit ma resevint ar pardon eus o fec’hedoù hag un hêrezh e-touez ar re a zo santelaet dre ar feiz ennon.


Rak sur on penaos nag ar marv, nag ar vuhez, nag an aelez, nag ar priñselezhioù, nag ar galloudoù, nag an traoù a-vremañ, nag an traoù da zont,


Hag an dra-mañ a lavaran, breudeur, ar c’hig hag ar gwad ne c’hellont ket kaout rouantelezh Doue da hêrezh, hag ar vreinadurezh n’he deus ket an divreinusted da hêrezh.


Ha kement-se n’eo ket souezhus, rak Satan e-unan en em zic’hiz en un ael a sklêrijenn.


evit ar re ziskredik a zo bet dallet o c’hlevidigezh gant doue ar c’hantved-mañ, evit na vefent ket sklêrijennet gant ar gouloù eus Aviel glorius Krist, eñ hag a zo skeudenn Doue.


diskuliañ e Vab ennon evit ma prezegfen anezhañ e-touez ar baganed, kerkent, ne selaouis nag ar c’hig nag ar gwad


dreist pep priñselezh, pep nerzh, pep galloud, pep mestroni, pep anv a c’hellfe bezañ anvet, nann zoken er c’hantved-mañ met ivez en hini da zont.


Ra vo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, eñ hag en deus hor benniget a bep seurt bennozhioù speredel el lec’hioù neñvel e Krist.


hoc’h eus kerzhet gwechall enno hervez giz ar bed-mañ, hervez priñs nerzh an aer, ar spered a labour bremañ e mibien an disentidigezh.


evit ma teuio bremañ furnez Doue, oc’h en em ziskouez e pep seurt doare, da vezañ disklêriet dre an Iliz d’ar priñselezhioù ha d’an nerzhioù el lec’hioù neñvel,


Hon dieubet en deus eus galloud an deñvalijenn hag hol lakaet en deus da dremen e rouantelezh e Vab muiañ-karet,


o vezañ diwisket ar priñselezhioù hag an nerzhioù, lakaet en deus anezho war wel dirak an holl goude bezañ o zrec’het e-unan war ar groaz.


ha mar gouren unan bennak en atleterezh, ne vo kurunet nemet gourenet en defe hervez ar reolennoù.


Evel-se eta ni ivez, o kaout en-dro deomp ur goabrenn ken bras a destoù, taolomp kuit diouzhimp pep bec’h hag ar pec’hed a bak ac’hanomp ken aezet, ha redomp gant dalc’h el lañs a zo digoret deomp,


N’hoc’h eus ket c’hoazh stourmet betek ar gwad oc’h enebiñ ouzh ar pec’hed,


Eñ, o vezañ aet en neñv, a zo a-zehou da Zoue, ha dindanañ emañ an aeled, an nerzhioù hag ar galloudoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos