Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Galated 5:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Rak ar c’hig en deus c’hoantoù a-enep ar Spered, hag ar Spered en deus re a-enep ar c’hig, an daou a zo kontrol an eil d’egile en hevelep doare ma ne rit ket an traoù a fellfe deoc’h.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

17 Rag ar c’hig hen deuz c’hoantaennou control d’ar Spered, hag ar Spered, hen deuz ive control d’ar c’hig, hag an eil a stourm euz egile; en hevelep doare na rit ket an traou a fellfe deoc’h da ober.

Ver Capítulo Copiar




Galated 5:17
35 Referencias Cruzadas  

An AOTROU a lavaras: Va Spered ne stourmo ket da viken gant an den rak n'eo nemet kig; e zeizioù a vo kant ugent vloaz.


Starta va c'hammedoù ez ker, ha na lez direizhder ebet da ren warnon.


Taol evezh penaos e karan da gemennadurioù, AOTROU, gra din advevañ hervez da vadelezh.


Dianket on evel un dañvad kollet: klask da servijer, rak ne'm eus ket ankounac'haet da c'hourc'hemennoù.


Va ene a zo kuzumet er garantez en deus a bep amzer evit da varnedigezhioù.


Redek a rin en hent da c'hourc'hemennoù, pa ez po lakaet va c'halon er frankiz.


Va laka da gerzhout en hent da c'hourc'hemennoù, rak kavout a ran plijadur enno.


Setu, e huanadan war-lerc'h da gemennadurioù. Va laka da advevañ dre da reizhder!


AOTROU, ma taolez evezh ouzh an direizhder, Aotrou, piv a bado?


O te hag a glev ar bedenn! Pep krouadur a zeuio betek ennout.


A-dra-sur war an douar n'eus den reizh ebet a rafe ar mad ha na bec'hfe ket.


Neuze em eus lavaret: Gwalleur din! Kollet on! Rak un den dic'hlan e vuzelloù ez on, hag emaon o chom e-kreiz ur bobl dic'hlan o muzelloù, ha va daoulagad o deus gwelet ar Roue, AOTROU an armeoù.


An hini n’emañ ket ganin a zo a-enep din, hag an hini na zastum ket ganin a stlabez.


Jezuz, oc’h adkemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Eürus out, Simon mab Jona, rak n’eo ket ar c’hig nag ar gwad o deus diskuliet kement-mañ dit, met va Zad a zo en neñvoù.


Met eñ, o tistreiñ, a lavaras da Bêr: A-dreñv din, Satan! Ur wallskouer out din, rak da soñjezonoù n’emaint ket hervez an traoù a sell ouzh Doue, met hervez an traoù a sell ouzh an dud.


Beilhit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur, ar spered a zo buan met ar c’hig a zo dinerzh.


Eürus ar re o deus naon ha sec’hed eus ar reizhder, rak o devo o gwalc’h!


Lavarout a reas dezhañ: Aotrou, me a zo prest da vont ganit ha d’ar prizon ha d’ar marv.


hag e lavaras dezho: Perak e kouskit? Savit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur.


Ar pezh a zo ganet eus ar c’hig a zo kig, ar pezh a zo ganet eus ar Spered a zo spered.


Rak mar bevit hervez ar c’hig, e varvot, met mar lakait dre ar Spered oberoù ar c’horf da vervel, e vevot.


Ha bez’ emañ eta al lezenn a-enep promesaoù Doue? N’eo ket! Ma vije bet roet ul lezenn hag a c’hellje reiñ ar vuhez, ar reizhder a zeuje e gwirionez eus al lezenn.


Strebotiñ a reomp holl e meur a dra. Ma ez eus unan bennak ha ne strebot ket pa gomz, un den peurvat eo, un den a c’hell mestroniañ ivez e gorf a-bezh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos