17 En deiz-se e voe un emgann start. Abner ha tud Israel a voe trec'het gant tud David.
Abner a lavaras da Joab: Ra en em savo an dud yaouank-se bremañ evit en em gannañ dirazomp. Ha Joab a lavaras: Ra en em savint.
Neuze pep hini, o kregiñ e penn e enebour, a dremenas e gleze dre e gostez, hag e kouezhjont holl asambles. Al lec'h-se a voe anvet Helkad-Hazurim. Emañ e Gabaon.
Hag e voe ur brezel hir etre ti Saül ha ti David. David a yae war greñvaat, ha ti Saül a yae war zinerzhañ.
Deroù un tabut a zo evel digeriñ un tremen d'an dour; a-raok en em gav ar stourmadeg, dilez.