Ar roue David a gasas da lavarout d'an aberzhourien Zadok hag Abiatar: Komzit ouzh henaourien Juda ha lavarit dezho: Perak e vefec'h ar re ziwezhañ o tegas en-dro ar roue d'e di? Rak ar c'homzoù a lavare holl Israel a oa deuet betek ar roue en e di.
2 Samuel 2:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Tud Juda a zeuas da oleviñ eno David da roue war di Juda. Hag e voe kaset ur c'heloù da Zavid o lavarout: Tud Jabez Galaad o deus sebeliet Saül. |
Ar roue David a gasas da lavarout d'an aberzhourien Zadok hag Abiatar: Komzit ouzh henaourien Juda ha lavarit dezho: Perak e vefec'h ar re ziwezhañ o tegas en-dro ar roue d'e di? Rak ar c'homzoù a lavare holl Israel a oa deuet betek ar roue en e di.
Holl dud Juda a respontas da dud Israel: Dre ma'z eo ar roue tostoc'h ouzhimp; perak e kounnarit eus an dra-se? Ha debret hon eus un dra bennak diwar ar roue? Ha bet hon eus ur prof bennak?
Niver an deizioù ma renas David en Hebron war di Juda, a voe seizh vloaz ha c'hwec'h miz.
Bremañ eta ra en em greñvaio ho taouarn, ha bezit tud kadarn. Rak Saül hoc'h aotrou a zo marv, ha ti Juda en deus va olevet da roue warnañ.
David a yeas hag a gemeras eskern Saül hag eskern Jonatan e vab digant tud Jabez Galaad, o doa o c'hemeret eus leur Bet-Shan, e-lec'h m'o doa ar Filistined o divilhet, en deiz m'o doa pilet ar Filistiz Saül e Gilboa.
Ar Filistined a ouezas e oa bet olevet David evel roue war Israel, hag an holl Filistined a bignas da glask David. David en klevas hag a ziskennas eus ar c'hreñvlec'h.
Holl henaourien Israel a zeuas eta etrezek ar roue da Hebron, ha David a reas ganto un emglev en Hebron dirak an AOTROU. Hag ec'h olevjont David da roue war Israel.
Ren a reas war Juda en Hebron seizh vloaz ha c'hwec'h miz, hag e renas tri bloaz ha tregont e Jeruzalem war holl Israel ha Juda.
Neuze e lakaas da zont er-maez mab ar roue, hag e lakaas warnañ ar gurunenn hag an Testeni. Ober a rejont anezhañ roue, hag ec'h olevjont anezhañ, hag o stlakañ o daouarn, e lavarjont: Ra vevo ar roue!
Holl henaourien Israel a zeuas eta etrezek ar roue da Hebron, ha David a reas ganto un emglev en Hebron dirak an AOTROU . Hag ec'h olevjont David da roue war Israel, hervez komz an AOTROU a oa bet disklêriet dre Samuel.
Setu amañ niveradeg an dud harnezet evit an arme a zeuas da gavout David da Hebron, evit reiñ dezhañ rouantelezh Saül, hervez urzh an AOTROU:
Neuze Samuel a gemeras ar c'horn eoul hag a olevas anezhañ e-touez e vreudeur. Hag adalek an deiz-se e krogas Spered an AOTROU en David. Ha Samuel a savas hag a yeas da Rama.