Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 21:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 David a yeas hag a gemeras eskern Saül hag eskern Jonatan e vab digant tud Jabez Galaad, o doa o c'hemeret eus leur Bet-Shan, e-lec'h m'o doa ar Filistined o divilhet, en deiz m'o doa pilet ar Filistiz Saül e Gilboa.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 21:12
15 Referencias Cruzadas  

Menezioù Gilboa, ra chomo ar glizh hag ar glav hep kouezhañ warnoc'h, hag ar parkeier hep kinnig profoù, rak aze eo bet taolet skoed an dud kadarn, ha skoed Saül, evel ma ne vije ket bet olevet gant eoul.


An den yaouank a gelaoue anezhañ a respontas: En em gavout a raen dre zarvoud war venez Gilboa, ha setu Saül en em harpe war e c'hoaf, ha setu ar c'hirri hag ar varc'hegerien a oa tost d'e dapout.


Tud Juda a zeuas da oleviñ eno David da roue war di Juda. Hag e voe kaset ur c'heloù da Zavid o lavarout: Tud Jabez Galaad o deus sebeliet Saül.


Lavaret e voe da Zavid ar pezh a rae Rizpa merc'h Aya, serc'h Saül.


Kas a reas gantañ ac'hane eskern Saül hag eskern Jonatan e vab. Hag e voe dastumet ivez eskern ar re a voe bet krouget.


Ar Filistined a vrezelas a-enep Israel, ha re Israel a dec'has dirak ar Filistined hag a gouezhas marv war venez Gilboa.


hag holl dud kadarn a savas hag a gemeras korf Saül ha korfoù e vibien d'o degas da Jabez. Sebeliañ a rejont o eskern dindan un dervenn e Jabez, hag e yunjont seizh deiz.


An deiz war-lerc'h, ar Filistined a zeuas da ziwiskañ ar re varv, hag e kavjont Saül hag e vibien astennet war venez Gilboa.


Manase en doa en Isakar hag en Aser: Bet-Shean gant he c'hêrioù, Jibleam gant he c'hêrioù, annezidi Dor gant he c'hêrioù, annezidi En-Dor gant he c'hêrioù, annezidi Taanak gant he c'hêrioù, annezidi Megiddo gant he c'hêrioù, tri c'horn-bro.


Ar Filistined en em zastumas, hag e teujont da gampiñ e Sunem. Saül a zastumas holl Israel, hag e kampjont e Gilboa.


Ar Filistined a vrezelas a-enep Israel, ha re Israel a dec'has dirak ar Filistined hag a gouezhas marv war venez Gilboa.


Nerzh an emgann a gouezhas war Saül. Ar waregerien a dizhas anezhañ, hag e voe gwall c'hloazet gant ar waregerien.


Neuze Saül a lavaras d'an hini a zouge e armoù: Tenn da gleze ha trebarzh-me, gant aon na zeufe an diamdroc'hidi-se da zrougober ouzhin. Met an hini a zouge e armoù ne fellas ket dezhañ, rak spouronet e oa. Saül a gemeras e gleze hag en em daolas warnañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos