Neuze Rizpa merc'h Aya a gemeras ur sac'h a astennas eviti war ar roc'h, abaoe penn-kentañ an eost betek ma kouezhas glav an neñv warno. Ha ne lezas ket laboused an neñv da ehanañ warno war an deiz na loened ar parkeier d'an noz.
David a yeas hag a gemeras eskern Saül hag eskern Jonatan e vab digant tud Jabez Galaad, o doa o c'hemeret eus leur Bet-Shan, e-lec'h m'o doa ar Filistined o divilhet, en deiz m'o doa pilet ar Filistiz Saül e Gilboa.