Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 21:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Neuze Rizpa merc'h Aya a gemeras ur sac'h a astennas eviti war ar roc'h, abaoe penn-kentañ an eost betek ma kouezhas glav an neñv warno. Ha ne lezas ket laboused an neñv da ehanañ warno war an deiz na loened ar parkeier d'an noz.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 21:10
19 Referencias Cruzadas  

A-benn tri devezh Faraon a savo da benn diwarnout hag a grougo ac'hanout ouzh ur c'hoad, hag al laboused a zebro da gig diwarnout.


Lavaret e voe da Zavid ar pezh a rae Rizpa merc'h Aya, serc'h Saül.


Saül en doa bet ur serc'h anvet Rizpa merc'h Aya. Ishboshed a lavaras da Abner: Perak ez out aet da gavout serc'h va zad?


Kerkent ha ma klevas Akab ar c'homzoù-se, e rogas e zilhad, e lakaas ur sac'h war e gorf, e yunas, e c'hourvezas paket en ur sac'h, hag e kerzhas goustadik.


E-touez idoloù aner ar broadoù, hag ez eus unan a rofe glav? Hag e c'hellfe an neñvoù reiñ glav munut? Ha n'eo ket te, AOTROU hon Doue? Emaomp en gortoz ac'hanout, rak te eo a ra an holl draoù-se.


Kouezhañ a ri war venezioù Israel, te ha da holl vagadoù hag ar pobloù a vo ganit. Da roet em eus da voued d'an evned-preizh a bep seurt ha da loened ar parkeier.


Hag ec'h anavezimp an AOTROU, hag e kendalc'himp d'e anavezout. E zonedigezh en em gempenn evel gouloù-deiz, dont a raio d'hor c'havout evel glav an diwezhañ amzer a zoura an douar.


Pegement e huanad al loened! An tropelloù ejened a zo mantret, dre ma n'o deus ket a beurvan. An tropelloù deñved zoken a zo brevet.


Ha c'hwi, mibien Sion, tridit ha laouenait en AOTROU ho Toue, rak e ro deoc'h glav ar c'hentañ amzer hervez an direizhder, hag e kas deoc'h ur glav fonnus eus ar c'hentañ hag eus an diwezhañ amzer, evel gwechall.


Goulennit ar glav digant an AOTROU, glav an diwezhañ amzer. An AOTROU a raio al luc'hed hag a roio deoc'h ur glav fonnus, ha da bep hini geot en e bark.


me a roio d'ho pro e koulz ar glav eus ar gentañ hag eus an diwezhañ amzer, hag e tastumi da winizh, da win ha da eoul,


lemel a raio diwarni he dilhad prizoniadez, chom a raio ez ti hag e ouelo he zad hag he mamm e-pad ur miz. Goude-se ez i d'he c'havout, hag e vi he fried hag hi a vo da wreg.


P'en devo graet un den ur pec'hed din a varv, hag e vo lakaet d'ar marv, hag e vo krouget ouzh ar c'hoad,


e gorf marv ne dremeno ket an nozvezh ouzh ar c'hoad, met sebeliañ a ri anezhañ an deiz-se, rak ur vallozh eus Doue eo kement hini a zo krouget, ha ne saotro ket ar vro en devo an AOTROU da Zoue roet dit evel hêrezh.


Ar Filistin a lavaras c'hoazh da Zavid: Deus da'm c'havout, hag e roin da gig da laboused an neñv ha da loened ar parkeier.


Hiziv an AOTROU a lakaio ac'hanout etre va daouarn, da lazhañ a rin, da benn a lamin diwarnout, korfoù marv kamp ar Filistined a roin hiziv da laboused an neñv ha da loened ar parkeier, hag an douar holl a ouezo ez eus un Doue en Israel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos